Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. G. A. Darempred poellek etre elfennoù un hollad. 1. Aozadur ma roer da bep elfenn ur renk, un dalvoudegezh e-keñver an elfennoù all. Renkañ gerioù hervez urzh al lizherenneg. Urzh ar gerioù en ul lavarenn, ur frazenn. Urzh an amzer. DHS. lec'h, plas, renk. 2. Ober pe heuliad oberoù, jestroù, h.a., urzhiet. Ober udb. gant un urzh sebezus. B. 1. Korfuniad a zouj an izili anezhañ d'an hevelep reolennoù micher. Urzh ar vezeien, ar vreutaerien. 2. Ensavadur relijiel m'o deus touet e izili bevañ diouzh ur reolenn. Urzh Sant Frañsez, Sant Benead, ar Jezuisted, h.a. 3. Ensavadur a varc'hegiezh. Urzh an Templ. Urzh Malta. & Kevredigezh a enor deuet diwar un urzh a varc'hegiezh kozh pe krouet evit enoriñ tud zo. Bezañ marc'heg eus un urzh a enor. Urzh an erminig. 4. (en e furm lies prl.) Unan eus derezioù urzhaz an Iliz Katolik. An urzhioù sakr. An urzhioù bras. An urzhioù bihan, munut. & Dre ast. Sakramant a ro tu da seveniñ ur garg en Iliz. 5. Kaout e urzhioù diwezhañ : kaout ar sakramantoù diwezhañ, evit un den toc'hor. C. 1. Ober ma tiskouez ur rener, ur bennadurezh e youl, e aotrouniezh ; tra a roer da vezañ sevenet. Un urzh groñs. Huchal a rae e urzhioù. Sevenin un urzh, heuliañ urzhioù ub. : ober diouto. & Urzh-herzel : paperenn gefridiel a rank bezañ e-kerz ar polis evit herzel ub. HS. gourc'hemenn, kemenn. 2. Urzhiad. Un urzh prenañ, un urzh werzhañ. II. H.g. A. 1. Stad vat, kempenn, a zere d'ar spered, a hañval bezañ an hini wellañ. Lakaat urzh en traoù, lakaat urzh vat. Lakaat an traoù en urzh (vat). Lakaat urzh en e goustiañs, en e gambr. [1877] E-pad ma vezi e Brest o lakaat pep tra en urzh evit da lestr, me a gemenno an Aotrou Poullaoueg [...]. 2. Aozadur, doare ma'z a udb. en-dro. An urzh armerzhel, kevredigezhel, politikel. An urzh foran. & Trl. AN URZH (VAT) : stabilded ar gevredigezh, doujañs ouzh he aozadur. Diwallerien an urzh. Nerzhioù an urzh. : karget da zelc'her ar gevredigezh en he flom, da vougañ an emsavadegoù. Tamallet e voe dezho bezañ direizhet an urzh vat. DHS. reizh. B. 1. Gourc'hemenn. Reiñ a reas urzh da zastum al lastez. Urzh a zegouezhas da vont betek kêr. Ober udb. dre urzh, diouzh urzh ub. [1877] [...] ha diwallit ne sentfec’h ket ouc’h va urzh. HS. kemenn. 2. Trl. Lakaat urzh war ub. : e lakaat da reiñ peoc'h. Safarat a reont gwalc'h o c'halon, dre ma n'eus den da lakaat urzh warno. 3. Skouer. Taol evezh mat, ha kemer urzh warnon. 4. RANNYEZH. Aotre, gwir. Ne'm eus ket a urzh da vont ganit. Piv en deus roet urzh dit d'ober an dra-se ? EVEZH. Kemm. blot a-wechoù war-lerc'h "urzh".

Exemples historiques : 
82
Masquer la liste des exemples

urzh

1499
Référence : LVBCA p201 (ordre)

Ha hi [Katell], monet hardizh gant un c'houraj mat bede an impalazr en ur lavaret dezhañ [ : «]Da zignite a urzh hag da ofis a zeskouez penaos hervez rezon ez tleez bezañ saludet ha gwraet enor dit, ma'z vete a aznavfe krouer an neñv [hag] an douar, hag a revok[f]e da afeksion diouzh an doueoù[. »]

1576
Référence : Cath p6

M. Pet sakramant zo en Iliz ? D. Seizh. M. Pere int-i ? D. Badiziant, koñfirmasion, pinijenn, sakramant an aoter, sakramant a nouenn, urzh ha priedelezh.

1622
Référence : Do. p38

M. Petra eo urzh ? D. Ur Sakramant lekaet en Iliz, pe dre hini e resev ar veleien puisañs ha galloud da gonsakriñ korf hor Salver binniget, absolv ar re pere zo roet dezhe en karg, hag ober an traoù all pere a goñsern evit polis an Iliz, pe en tra ez eo ret obeisañ dezhe, pan vent c'hoazh tud a zrouk vuhez.

1622
Référence : Do. p48

urzh

1659
Référence : LDJM.1 pg Ordre, rang, regle

lakaat dre urzh

1659
Référence : LDJM.1 pg rauger

Urzhioù

1659
Référence : LDJM.1 pg Ordre

lakaat urzh

1659
Référence : LDJM.1 pg (mettre) ordre

[M.] Petra ez eo Urzh ? D. Bezañ ez eo ur sakramant lakaet en Iliz, pe dre hini e resev ar veleien ar galloud da goñsakriñ korf hon Salver binniget Jezus, da absolv ar re pere zo roet dezho e garg, ha da ober an traoù all pere a goñsern polis an Iliz, pe en dra eo ret sentiñ outo, pa vent c'hoazh tud a zrouk vuhez.

1677
Référence : Do. p49

urzh

1732
Référence : GReg pg arrangement, commission (ordre)

jeneral eus a un urzh

1732
Référence : GReg pg general (General d'un ordre Religieux.)

lakaat urzh en e silvidigezh

1732
Référence : GReg pg (pourvoir) à (son salut)

Luther ar fallakr a zilezas ken e urzh ken ar feiz katolik

1732
Référence : GReg pg apostasier

neb en deus urzh ha galloud da ober aferioù evit ur re bennak

1732
Référence : GReg pg agent (commis pour faire les affaires de quelques uns)

urzh

1732
Référence : GReg pg arrangement

relijius eus a urzh Sant Dominig

1732
Référence : GReg pg dominicain (religieux de Saint Dominique)

urzh sant Benead

1732
Référence : GReg pg (l'ordre de St.)Benoit

an azdimiziñ a ampech da gemeret an urzhoù sakr

1732
Référence : GReg pg (la) bigamie (exclut des ordres majeures)

manac'h eus a urzh Romuald

1732
Référence : GReg pg camaldule (Religieux de l'Ordre de Camaldoli)

Urzh Karmez

1732
Référence : GReg pg (l'ordre des) Carme(s)

ar c'horonikoù eus a urzh sant Frañsez

1732
Référence : GReg pg (les) chronique(s de saint François)

reiñ urzh ha galloud da ur re war &c

1732
Référence : GReg pg commettre (préposer)

urzhoù

1732
Référence : GReg pg commission (ordre)

urzh kontrol

1732
Référence : GReg pg contre-ordre

An dekretalennoù, dastumet gant S. Ramon de Penyafort, dre urzh ar Pab Gregor Navvet en anv.

1732
Référence : GReg pg decretale (les Décretales, second volume du Droit Canonique)

komeret en deus bet an diakone en urzhoù diwezhañ bet, en diwezhañ urzhidigezh

1732
Référence : GReg pg (il a pris le) Diaconat (à la derniere ordination)

ul lizher digant e eskob evit kemeret an urzhoù en un eskopti all

1732
Référence : GReg pg dimissoire (terme d'Eglise)

sae an urzh

1732
Référence : GReg pg habit (Habit de Religieux, habit de l'Ordre.)

En urzh Sant Frañsez ez eus tri zad jeneral : ar c'hentañ eo hini an tadoù Kouventualed, an eil eo hini Santfrañseziz, an drede eo hini ar Gabusined.

1732
Référence : GReg pg general (Dans l'ordre de saint François il y a trois Generaux : le premier est celui des Peres Conventuels, ou Cordeliers à la grande manche, qui est la premiere branche de l'ordre : le deuxiéme est celui des Peres Observantins, ou Cordeliers, des Peres Recollets, des Soccolans, Arabides, des Penitens &c. Le troisiéme est celui des Peres Capucins.)

an tadoù jeneraled eus an urzhoù relijiuzed

1732
Référence : GReg pg general (Les Generaux d'ordres.)

ar jeneraled eus an urzhoù relijiuzed

1732
Référence : GReg pg general (Les Generaux d'ordres.)

neb en deus urzh ha galloud da ober evit ur re bennak

1732
Référence : GReg pg agent (commis pour faire les affaires de quelques uns)

tad jeneral eus a un urzh

1732
Référence : GReg pg general (General d'un ordre Religieux.)

dilez eus e urzh

1732
Référence : GReg pg apostasie

Leveret din eta en berr-gomzoù / pet a zo dimeus an urzhoù ? Seizh, ar pevar c’hentañ zo anvet minoret : soudiakonad, diakonat hag ar velegiezh

1840
Référence : LAUrenspab.ms BUR07

diveziet eo bet dre urzh ar varnerien

1850
Référence : GON.II pg divésia

urzh

1850
Référence : GON.II pg urs, urz

urzh

1850
Référence : GON.II pg urs, urz

urzhoù

1850
Référence : GON.II pg urs, urz

urzhioù

1850
Référence : GON.II pg urs, urz

n'eus urzh ebet en ti-se

1850
Référence : GON.II pg urs, urz

dre e urzh eo on deut amañ

1850
Référence : GON.II pg urs, urz

reiñ an urzhoù

1850
Référence : GON.II.HV pg urs, urz

marc'heg eus a urzh an enor

1850
Référence : GON.II.HV pg urs, urz

setu an eskob en deus roet an urzhoù din

1850
Référence : GON.II.HV pg urs, urz

An Aotrou de la Fruglaye, eus a vaner [Kerarrouz], e Plouyann, el lec’h m’emañ bremañ o chom he vab-bihan, an Aotrou de Champagny, a ra kement a vad dre ar vro, a gasas ur mevel kalonek en doa en e di da lavaret dezhañ bezañ war evezh, rak deuet oa da Vontroulez urzh da gregiñ ennañ.

1877
Référence : EKG.I. p.11

Hag e tiskouezas dezhañ an urzh en doa bet digant renerien Kastell da zestum beleien war e hent ha d’o c’has d’ar prizon da gastell Brest.

1877
Référence : EKG.I. p.257

Dezho al "liberte" da c’hourc’hemenn ar pezh a geront, d’ar re all an urzh da sentiñ, e pep tra, evel loened mut, ouc’h ar pezh a vez gourc’hemennet dezho.

1877
Référence : EKG.I. p.178

Ar veleien a-bezh en em savas a-enep urzhoù ken direol : kuitaat a rejont o farrezioù evel m’her lavarin deoc’h bremaik.

1877
Référence : EKG.I. p.4

Bremañ, gwazed, eme ar mestr, daou ac’hanoc’h a chomo amañ d’an traoñ ; n’eus forzh petra ziskenno, loan pe zen, rak tud an ti-mañ a c’hell en em wiskañ e meur a c’hiz, loan pe zen, daou denn dezhañ raktal ma ne chom ket a-sav, ker buan ha m’ho pezo lavaret dezhañ ; ha diwallit ne sentfec’h ket ouc’h va urzh.

1877
Référence : EKG.I. p.121

E-pad ma vezi e Brest o lakaat pep tra en urzh evit da lestr, me a gemenno an Aotrou Poullaoueg, a lavaro dezhañ petra a ranko da ober, a zigaso ganen a-damm-a-damm ar pezh en devezo c’hoant da gas gantañ hag a c’hello dont ganen.

1877
Référence : EKG.I. p.217

Aotrou person, den a zoujañs Doue hag a urzh vad, digorit dor ho ti d’ho sakrist en deus ezhomm da gomz ouzhoc’h !

1877
Référence : EKG.I. p.117

— An traoù-se ne sellont ket ouzhin-me. N’eus ket gourc’hemennet din lavaret deoc’h perak on deuet d’ho kerc’hat, n’em eus ken urzh nemet d’ho kas da brizon Lesneven. Evelato e c’hellan lavaret deoc’h oc’h tamallet diwar-benn gwall draoù. Klevet [e]m eus lod anezho gant ar jeneral Canclaux, a ra stad bras ac’hanon.

1878
Référence : EKG.II p.61

urzh

1909
Référence : BROU p. 435 (signifie aussi permission)

n'eus ket urzh da vont aze

1909
Référence : BROU p. 435 (il n'est pas permis d'aller là)

Teir urzh a zo en Breuriezh ar Varzhed : 1) Urzh an Drouized, 2) Urzh ar Varzhed, 3) Urzh an Ovizien.

1909
Référence : REZI p. 4

Ha Bilzig en em leuske da vont, a-enep urzh ha gourc’hemenn e vamm.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.841 (Miz C'hwevrer 1924)

Oh ! ma karje sant Eflamm bezañ bet roet dezhi ur pried, Soazig a vije bet ur vamm vat, ur wreg a urzh hag a-zoare. Ha bremañ ?… bremañ e troio gant he aele.

1925
Référence : BILZ2 p.137

— Errufont pa garfont Saig hag an daou vartolod, pep tra en urzh !…

1925
Référence : BILZ2 p.121

urzh

1931
Référence : VALL pg autorisation

Paotred an 10vet kompagnunezh labourerien o devoa bet, ur wech muioc'h, an urzh da vont war o c'hiz.

1941
Référence : ARVR niv.6, p4

Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.

1944
Référence : EURW.1 p15-16

Kolaj Sant-Charlez, krouet ha renet gwechall gant Dominikaned, goude-se gant beleien an eskopti, a oa bet fiziet war-dro 1880 en Urzh Breudeur Vari, pe Marianited, savet e 1871 gant Alzasiz, kuitaet o bro ganto evit chom Frañsizien.

1944
Référence : EURW.1 p48-49

N’o doa ket urzh d’en em emellout eus reolenn diabarzh ar skolioù, a lavaran evit o diskarg.

1944
Référence : EURW.1 p.106

Ur gambr vrav, sklaer, gant daou brenestr war ar straed, hag urzh da vont da bourmen el liorzh, a oa stok ouzh al linenn-hent-houarn.

1944
Référence : EURW.1 p.137

Hep urzh ne reer ket labour vat.

1944
Référence : ATST p.107

Ur bern kerent a oa eno o kimiadiñ diouzh o bugale, rak n'o doa ket a urzh da vont en diabarzh.

1944
Référence : EURW.1 p48

An Tad Jouan, kemeret e retred gantañ, eus Urzh Tadoù ar Spered Santel, a oa ivez ur c’haozeer dispar war istor kozh ar vro.

1944
Référence : EURW.1 p.209

- Va galvedigezh, dimezell ! Me 'zo va youl galonekañ bezañ beleg Doue ha manac'h. Mar don [sic "Mard on"] harluet amañ, keit-all, gant kalzig [kalzik] eus va c'henvroiz, eo peogwir eo bet kaset kuit diouzh Bro-C'hall, da heul ul lezenn disakr, an holl Urzhioù Relijiel.

1949
Référence : SIZH p.45

C'hoant en doa bezañ e-unan, da lakaat urzh en e brederi.

1949
Référence : SIZH p.46

En anv al lezenn, an urzh strizh ac'h eus / Da zisklêriañ din-me, gant aon da gaout keuz, / E pe lec'h emañ an den hag e ti piv, / Ha diwall 'z afen dre da fazi e-biou.

1960
Référence : PETO p37

Evit lakaat urzh vat en-dro, / Chouanted Breizh ' zo 'n em savet, / Ha brezel kriz ' reno er vro / A-raok ma vo ar peoc'h kavet.

1960
Référence : PETO p59

Deomp-ni, ma Jezuz, maerioù kaezh, / 'N em geitañ mat ne vo ket aes, / ' Touez kement all a lezennoù, / A urzhioù strizh, a gemennoù.

1960
Référence : PETO p11

Adalek div eur d'abardaez [sic] en em gave tamm ha tamm an dud, kozh ha yaouank, war alezioù Lok Maria, e-tal ar palez, en tu all d'an dour, skrivet bras warnañ : « Palais de Justice », gant e golonennoù uhel hag e doenn bik, meurdezus (!) pe bounner kentoc’h, e-giz ma tere d’ar justis evit derc’hel urzh vat ar re bras [sic] war an dud vunut, an tudoù kaezh.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 4

Ar brezel bras e gwirionez ne grogas evidon, evel evit kalz a dud all nemet d'an 10 a viz mae 1940, pa voe roet urzh deomp da antren e Bro Velgia.

1985
Référence : DGBD p6

Setu perak em eus bet c'hoant lakaat un tamm urzh em eñvor, evit ma talc'hjen koun eus an amzer tremenet ganin dindan heol ha glav ar C'heider.

1985
Référence : DGBD p203

Ganet e voe Per Vari ar Berr en eskopti Gwened d'an deiz kentañ a viz eost 1819, beleget d'an 21 a viz gwengolo 1844, ha degemeret en Urzh ar Spered Glan e 1845.

1985
Référence : DGBD p154

Hervez urzh al lizherenneg em bije dleet kaout ZH ha n'eo ket ZI war ma c'hartenn, goude an heuliad sifroù.

1992
Référence : EAZB p. 57

un den en doa galloud a-walc'h da rediañ ar c'housker da sevel daoust d'an eur amzere, ha da sentiñ ouzh e urzhioù.

2012
Référence : DJHMH p23

Ma digarezit m'hen lavaran deoc'h Aotrou C'haritos, met penaos ne c'hell ket ho tud diogeliñ an urzh war dregont metr karrez gant hanter-kant draster?

2015
Référence : EHPEA p27

Leveoù a bep seurt a c'hall bezañ kinniget d'an dud hag a c'hallfe mont a-enep urzh an traoù evel m'emaint : respedoù politikel gopret mat, plasoù miret e skipailhoù-kuzuliañ an dilennidi, implijoù e-barzh kevredigezhioù fur ha sentus rak skoazellet gant an arc'hant publik...

2015
Référence : DISENT p153

Gallout a ra an enebourien klask tabutal pe, er c'hontrol, gortoz ma vreinfe an traoù, peotramant c'hoazh laoskel ar justis d'ober he labour -goulenn d'un urcher ober stad an traoù, sevel klemm, reiñ deoc'h an urzh da vont kuit pe da baeañ un dell-gastiz a 2000 euro evit pep eurvezh dale...-.

2015
Référence : DISENT p78

Note d'étude

Termen gourel, kemmadurioù dre vlotaat en anvioù-gwan war e lerc'h.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux