Ha hi [Katell], monet hardizh gant un c'houraj mat bede an impalazr en ur lavaret dezhañ [ : «]Da zignite a urzh ha da ofis a zeskouez penaos hervez rezon ez tleez bezañ saludet ha gwraet enor dit, ma'z vete a aznavfe krouer an neñv [hag] an douar, hag a revok[f]e da afeksion diouzh an doueoù[. »]
M. Petra eo urzh ? D. Ur Sakramant lekaet en Iliz, pe dre hini e resev ar veleien puisañs ha galloud da gonsakriñ korf hor Salver binniget, absolv ar re pere zo roet dezhe en karg, hag ober an traoù all pere a goñsern evit polis an Iliz, pe en tra ez eo ret obeisañ dezhe, pan vent c'hoazh tud a zrouk vuhez.
[M.] Petra ez eo Urzh ? D. Bezañ ez eo ur sakramant lakaet en Iliz, pe dre hini e resev ar veleien ar galloud da goñsakriñ korf hon Salver binniget Jezus, da absolv ar re pere zo roet dezho e garg, ha da ober an traoù all pere a goñsern polis an Iliz, pe en dra eo ret sentiñ outo, pa vent c'hoazh tud a zrouk vuhez.
Bremañ, gwazed, eme ar mestr, daou ac’hanoc’h a chomo amañ d’an traoñ ; n’eus forzh petra ziskenno, loan pe zen, rak tud an ti-mañ a c’hell en em wiskañ e meur a c’hiz, loan pe zen, daou denn dezhañ raktal ma ne chom ket a-sav, ker buan ha m’ho pezo lavaret dezhañ ; ha diwallit ne sentfec’h ket ouc’h va urzh.
Anna, evit bezañ dare da vont en hent kerkent ha ma teujed d’he c’hlask, a en em lakeas dioc’htu da lakaat an traoù en urzh vat, ha da zestum an traoù a dlee bezañ kuzhet a-raok ma teuje ar soudarded en-dro da furchañ a-nevez an ti, rak an disterañ tra a yoa a-walc’h evit lakaat deviñ antronoz tiegezh Penn-an-Nec’h en e bezh.
— An traoù-se ne sellont ket ouzhin-me. N’eus ket gourc’hemennet din lavaret deoc’h perak on deuet d’ho kerc’hat, n’em eus ken urzh nemet d’ho kas da brizon Lesneven. Evelato e c’hellan lavaret deoc’h oc’h tamallet diwar-benn gwall draoù. Klevet [e]m eus lod anezho gant ar jeneral Canclaux, a ra stad bras ac’hanon.
Hep urzh ne reer ket labour vat.
Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.
C'hoant en doa bezañ e-unan, da lakaat urzh en e brederi.
- Va galvedigezh, dimezell ! Me 'zo va youl galonekañ bezañ beleg Doue ha manac'h. Mar don [sic "Mard on"] harluet amañ, keit-all, gant kalzig [kalzik] eus va c'henvroiz, eo peogwir eo bet kaset kuit diouzh Bro-C'hall, da heul ul lezenn disakr, an holl Urzhioù Relijiel.
Adalek div eur d'abardaez [sic] en em gave tamm ha tamm an dud, kozh ha yaouank, war alezioù Lok Maria, e-tal ar palez, en tu all d'an dour, skrivet bras warnañ : « Palais de Justice », gant e golonennoù uhel hag e doenn bik, meurdezus (!) pe bounner kentoc’h, e-giz ma tere d’ar justis evit derc’hel urzh vat ar re bras [sic] war an dud vunut, an tudoù kaezh.
Setu perak em eus bet c'hoant lakaat un tamm urzh em eñvor, evit ma talc'hjen koun eus an amzer tremenet ganin dindan heol ha glav ar C'heider.
Ganet e voe Per Vari ar Berr en eskopti Gwened d'an deiz kentañ a viz eost 1819, beleget d'an 21 a viz gwengolo 1844, ha degemeret en Urzh ar Spered Glan e 1845.
Ar brezel bras e gwirionez ne grogas evidon, evel evit kalz a dud all nemet d'an 10 a viz mae 1940, pa voe roet urzh deomp da antren e Bro Velgia.
Hervez urzh al lizherenneg em bije dleet kaout ZH ha n'eo ket ZI war ma c'hartenn, goude an heuliad sifroù.
un den en doa galloud a-walc'h da rediañ ar c'housker da sevel daoust d'an eur amzere, ha da sentiñ ouzh e urzhioù.
Gallout a ra an enebourien klask tabutal pe, er c'hontrol, gortoz ma vreinfe an traoù, peotramant c'hoazh laoskel ar justis d'ober he labour -goulenn d'un urcher ober stad an traoù, sevel klemm, reiñ deoc'h an urzh da vont kuit pe da baeañ un dell-gastiz a 2000 euro evit pep eurvezh dale...-.
Leveoù a bep seurt a c'hall bezañ kinniget d'an dud hag a c'hallfe mont a-enep urzh an traoù evel m'emaint : respedoù politikel gopret mat, plasoù miret e skipailhoù-kuzuliañ an dilennidi, implijoù e-barzh kevredigezhioù fur ha sentus rak skoazellet gant an arc'hant publik...
Ma digarezit m'hen lavaran deoc'h Aotrou C'haritos, met penaos ne c'hell ket ho tud diogeliñ an urzh war dregont metr karrez gant hanter-kant draster?
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
urzhad