Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. I. V.k.e. 1. Lakaat udb. en urzh. Urzhiañ e baperioù. HS. kempenn, renkañ. 2. Aozañ, kempenn, ober war-dro udb. evit ma'z afe mat en-dro. Urzhiañ an tremenerezh. ES. direnkañ. 3. Gourc'hemenn. Urzhiañ a reas dezho sevel ur rentañ-kont eus an emvod diwezhañ. 4. Goulenn kaout ur varc'hadourezh bnk. a-benn un deiziad merket. Urzhiet en doa ur pezh arrebeuri. 5. RELIJ. Reiñ un urzh relijiel da ub. Urzhiet e oa bet abostol. II. Impl. dirak un av. Reiñ urzh (d'ober udb.) Urzhiet en doa lazhañ an holl. EVEZH. Distagañ a reer ar furm "urzh" (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn: ['yrsj].

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

urzhañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg regler

urzhañ

1850
Daveenn : GON.II pg urcha, urc'ha

urzhañ

1850
Daveenn : GON.II pg urcha, urc'ha, urza

urzhet

1850
Daveenn : GON.II pg urc'ha

urzhañ

1850
Daveenn : GON.II pg urc'ha, urza

urzhañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg urza

urzhet eo bet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg urza

urzhet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg urza

Bremañ-souden me 'urcho ac'hanot

1909
Daveenn : BROU p. 435 (mettre à la raison)

urzhañ

1909
Daveenn : BROU p. 435 (mettre à la raison)

Gervel a reomp holl youloù, holl sperejoù hag holl eneoù a Vreizh evit urzhiañ ha sevel ganeomp ur stourmerezh digeflusk ouzh alouberezh an estren.

1911
Daveenn : PSEP p IX

Urzhiañ ar velegiezh a reas ha kenaozañ reolennoù an azeulerezh d’an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.57

urzhiañ

1931
Daveenn : VALL pg agencer, arranger

Mar deo koant hag urzhiet-mat kêr-veur ar Marok, ez eo porzh bras ar Senegal disneuz ha divalav.

1985
Daveenn : DGBD p16

Alies ez int mediaoù etreoberiat ha neuze e c'hallont kelaouiñ ur bern tud hep na vefe "kempouezet" ar c'heleier -da lâret eo hep na teufe ur bodad skridaozañ bennak da renkañ, krennañ, urzhiañ, mougañ ar c'heloù bet kaset ganeoc'h abalamour da redioù a denn d'ar mennozhioù, d'ar politikerezh, d'ar c'henwerzh, d'al lezenn pe da draoù all-.

2015
Daveenn : DISENT p116

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial