N'eo ket lorc'hus, na briz ket e oberoù dezhañ e-unan, a sell gant doujañs ouzh ar re all, ouzh o oberennoù.
Diaes e vefe bezañ uveloc'h eget an den-se. Komz a reas gant ur galon uvel-meurbet.
[1878] Va Doue, pardonit, / Ha na zisprijit ket / Ur galon uvel, glac’haret.
[1944] An danevellig-se a daolenn mat ma zad evel ma oa, un den uvel, a reas e zever rik e pep tra, hep c'hoant ebet da vrabañsal, na da resev ar pezh na gave ket, en e goustiañs, en devoa gounezet.
[1949] Kement-se a oa diskenn diwar al leinoù, war e veno, da vevañ ganto, e-pad ur reuziad, e korn o oaled, buhez uvel, divennad, tud ar Bed...
[1960] Divarc'het ez on krenn, mezhekaet hag uvel / Dirak ho nerzh-kalon ken dispont hag uhel ; / N'ouzon ket petra d'ober 'vit ho trugarekaat.
HS. izel.
ES. balc'h, lorc'hus, rok.
Evel ar Vadalen / Dirazoc’h daoulinet, / Gant glac’har hag anken, / Me a wel va fec’hed : / Va Doue, pardonit, / Ha na zisprijit ket / Ur galon uvel, glac’haret.
Evel ar Vadalen / Dirazoc’h daoulinet, / Gand glac’har hag anken, / Me a vel va fec’hed : / Va Doue, pardounit, / Ha na zisprijit ket / Eur galon vuel [sic], glac’haret.
1878
Référence :
EKG.II
p.253
An danevellig-se a daolenn mat ma zad evel ma oa, un den uvel, a reas e zever rik e pep tra, hep c'hoant ebet da vrabañsal, na da resev ar pezh na gave ket, en e goustiañs, en devoa gounezet.
An danevellig-se a daolenn mat ma zad evel ma oa, eun den vuel [sic], a reas e zever rik e pep tra, hep c'hoant ebet da vrabañsal, na da reseo ar pez na gave ket, en e goustiañs, en devoa gounezet.
1944
Référence :
EURW.1
p12
Talvoudegezh espar e kave d'he fistilh lirzhin. Kement-se a oa diskenn diwar al leinoù, war e veno, da vevañ ganto, e-pad ur reuziad, e korn o oaled, buhez uvel, divennad, tud ar Bed... ha dastum ur prizius a skiant-prenet.
1949
Référence :
SIZH
p.57
Divarc'het ez on krenn, mezhekaet hag uvel / Dirak ho nerzh-kalon ken dispont hag uhel ; / N'ouzon ket petra d'ober 'vit ho trugarekaat.
Divarc'het ez on krenn, mezekaet hag uvel / Dirak ho nerz-kalon ken dispont hag uhel ; / N'ouzon ket petra d'ober 'vit ho trugarekaat.
1960
Référence :
PETO
p48
Note d'étude
Kavet e vez ar stumm "vuel" er C'hatolicon (1499), geriadur ar Gonideg (1850), Emgann Kergidu (1878) hag eñvorennoù Taldir (1944).