Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

N'eo ket lorc'hus, na briz ket e oberoù dezhañ e-unan, a sell gant doujañs ouzh ar re all, ouzh o oberennoù. Diaes e vefe bezañ uveloc'h eget an den-se. Komz a reas gant ur galon uvel-meurbet. [1878] Va Doue, pardonit, / Ha na zisprijit ket / Ur galon uvel, glac’haret. [1944] An danevellig-se a daolenn mat ma zad evel ma oa, un den uvel, a reas e zever rik e pep tra, hep c'hoant ebet da vrabañsal, na da resev ar pezh na gave ket, en e goustiañs, en devoa gounezet. [1949] Kement-se a oa diskenn diwar al leinoù, war e veno, da vevañ ganto, e-pad ur reuziad, e korn o oaled, buhez uvel, divennad, tud ar Bed... [1960] Divarc'het ez on krenn, mezhekaet hag uvel / Dirak ho nerzh-kalon ken dispont hag uhel ; / N'ouzon ket petra d'ober 'vit ho trugarekaat. HS. izel. ES. balc'h, lorc'hus, rok.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

uvel

1499
Daveenn : LVBCA p201

uvel

1850
Daveenn : GON.II pg vuel

Evel ar Vadalen / Dirazoc’h daoulinet, / Gant glac’har hag anken, / Me a wel va fec’hed : / Va Doue, pardonit, / Ha na zisprijit ket / Ur galon uvel, glac’haret.

1878
Daveenn : EKG.II p.253

An danevellig-se a daolenn mat ma zad evel ma oa, un den uvel, a reas e zever rik e pep tra, hep c'hoant ebet da vrabañsal, na da resev ar pezh na gave ket, en e goustiañs, en devoa gounezet.

1944
Daveenn : EURW.1 p12

Talvoudegezh espar e kave d'he fistilh lirzhin. Kement-se a oa diskenn diwar al leinoù, war e veno, da vevañ ganto, e-pad ur reuziad, e korn o oaled, buhez uvel, divennad, tud ar Bed... ha dastum ur prizius a skiant-prenet.

1949
Daveenn : SIZH p.57

Divarc'het ez on krenn, mezhekaet hag uvel / Dirak ho nerzh-kalon ken dispont hag uhel ; / N'ouzon ket petra d'ober 'vit ho trugarekaat.

1960
Daveenn : PETO p48

Notennoù studi

Kavet e vez ar stumm "vuel" er C'hatolicon (1499), geriadur ar Gonideg (1850), Emgann Kergidu (1878) hag eñvorennoù Taldir (1944).

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial