I.
V.g.
1. [1499, 1931] Skeiñ war-bouez ur vazh, ur fust.
Kaer o doa fustañ, ne oant ket evit kaout peg war al loened munut.
2. Skeiñ.
An avelioù dirollet a fuste ken-ha-ken.
&
Trl.
Ken a fuste : kement ha ma c'halle bezañ.
Avel ha glav, ken a fuste.
DHS. foeltrañ.
3. Redek.
Fustit dre ar porzh !
DHS. tec'hel.
II.
V.k.e.
1. Lakaat ur fust.
Fustañ ur benveg.
2. Skeiñ (gant ub.)
3. Dre skeud.
Fustañ bro : redek bro.
HS. bale, foetañ.
4. (db. an armoù evel ar fuzuilhoù, ar c'hanolioù)
[1732] O lakaat en o flas evit bezañ prest da dennañ.
Fustañ ar c'hanolioù.
III.
V.em.
[2012] EN EM FUSTAÑ : skeiñ an eil ouzh egile.
[2012] Ar gwez treut el liorzh en em fuste o-unan a-hed ar c'hlouedoù.