Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

v.g. 1. Teuler un trouz kreñv, padus, par da hini un daboulin. A-greiz-holl e tregernas un tenn kanol. Ar prezegenner a dregerne e vouezh dreist ar safar. 2. Dasseniñ (II 2). Kemper a dregerno gant kleier bras an iliz-veur. Ar c'hoad a dregerne gant harzhadegoù.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

Neuze ar prezeger, gant ur vouezh a oa kre, hag en devoa lakaet kreñvañ er c'halonoù; evel a ra 'r gurun, pa dregern en neñvoù, a groze a-zioc'h an dud, en ur youc'hal outo : "Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv [...]".

1867
Référence : MGK p2

Bemdez ha bemnoz, bro Plouared a dregerne gant ar son-se, ha dre ma’z ae Loull ar Bouc’h ne gleve nemeti.

1877
Référence : EKG.I. p.102

P’en em gavjomp e Kergidu, e oa sioul an traoù, ne dregerne ken an draonienn gant ar youc’herezh, an tennoù fuzuilh hag an tennoù kanol ; n’oa den war vale e neblec’h ; ne weled nemet gwez dibennet, kleuzioù freuzet, parkeier turiet evel pa vije bet e pep hini kant penn-moc’h-gouez oc’h ober o ebat.

1878
Référence : EKG.II p.1-2

Tregerniñ a ra an iliz gantañ

1909
Référence : BROU p. 432 (il fait résonner l'église)

En amzer ar roue Dovideros, ar pempvet bloavezh eus ar renadur anezhan, e kimiadis diouzh ar gêr diazezet-don, mogeriet-kreñv, a laka an dorioù anezhi, pa droont war o mudurunoù, ar vro da dregerniñ adalek Luta betek Barron hag adalek Kamaranda betek Medionemeton.

1923
Référence : SKET p.11

A bep tu e tregerne son skiltrus hirgornioù aour kizellet.

1923
Référence : SKET p.120

Hag ar biniawoù bras (bagpipes) da dregerniñ… Pebezh kemm gant hor biniawoù bihan-ni : ouzh boud ur seurt benveg galloudus, n’eo ket eston e c’hall soudarded kerzhout.

1944
Référence : EURW.1 p.116

Ar marichal a reas an herrañ ma c’hellas : youc’houc’hou ! Koadoù Troboa a dregernas gant e youc’hadenn.

1944
Référence : ATST p.122

Okoume, ar ger hud a glevin hiviziken o tregerniñ a bep tu.

1985
Référence : DGBD p25

Kerkent e voe klevet an ograou o seniñ. Da gentañ e kridienne ar benveg evel ma fellfe dezhañ diabafiñ ha kemer lañs, ha pa dregernas erziwezh betek leuniañ bolz an iliz gant e son kreñv ha pa stagas seurezed an ospital da ganañ gant o mouezhioù daskrenus e teuas div blac'h un tammig lentik memestra da gemer plas e-kichen Melanie ha da reiñ dezhi he levr-kantikoù

2012
Référence : ADULT p. 212

Emañ o vont d'he diskouez din pa dregern sonerez an nor-dal.

2015
Référence : EHPEA p78

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux