Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.g. 1. Teuler un trouz kreñv, padus, par da hini un daboulin. A-greiz-holl e tregernas un tenn kanol. Ar prezegenner a dregerne e vouezh dreist ar safar. 2. Dasseniñ (II 2). Kemper a dregerno gant kleier bras an iliz-veur. Ar c'hoad a dregerne gant harzhadegoù. [1954] Unan ha kant tenn kanol, hervez m’eo dleet da bennrenerien stad, c’hwitelladennoù ar c’harter-mistri gwernerien war-c’hed a-us da skeulig a-dreñv ar Vérité, kan broadel Bro-C’hall ken ma tregerne an heklev ouzh kozh tiez kae Dukark, ha setu Fallières o lestrañ war vourzh [...].

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

Neuze ar prezeger, gant ur vouezh a oa kre, hag en devoa lakaet kreñvañ er c'halonoù; evel a ra 'r gurun, pa dregern en neñvoù, a groze a-zioc'h an dud, en ur youc'hal outo : "Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv [...]".

1867
Daveenn : MGK p2

Bemdez ha bemnoz, bro Plouared a dregerne gant ar son-se, ha dre ma’z ae Loull ar Bouc’h ne gleve nemeti.

1877
Daveenn : EKG.I. p.102

Ha neuze kroz an daboulin o tregerniñ dre gêr, en ur gas tud d’ar marv, a vije bet son ar biniou o c’hervel ar baotred da vont en-dro.

1878
Daveenn : EKG.II p.291

Eno e voe ur jabadao ker gwazh ma n’o deus biskoazh paotred ar sabad graet kemend-all. Traonien Pont-Eon a groze hag a dregerne gant-ho betek an aod.

1878
Daveenn : EKG.II p.147

P’en em gavjomp e Kergidu, e oa sioul an traoù, ne dregerne ken an draonienn gant ar youc’herezh, an tennoù fuzuilh hag an tennoù kanol ; n’oa den war vale e neblec’h ; ne weled nemet gwez dibennet, kleuzioù freuzet, parkeier turiet evel pa vije bet e pep hini kant penn-moc’h-gouez oc’h ober o ebat.

1878
Daveenn : EKG.II p.1-2

Tregerniñ a ra an iliz gantañ

1909
Daveenn : BROU p. 432 (il fait résonner l'église)

A bep tu e tregerne son skiltrus hirgornioù aour kizellet.

1923
Daveenn : SKET p.120

En amzer ar roue Dovideros, ar pempvet bloavezh eus ar renadur anezhan, e kimiadis diouzh ar gêr diazezet-don, mogeriet-kreñv, a laka an dorioù anezhi, pa droont war o mudurunoù, ar vro da dregerniñ adalek Luta betek Barron hag adalek Kamaranda betek Medionemeton.

1923
Daveenn : SKET p.11

Hag ar biniawoù bras (bagpipes) da dregerniñ… Pebezh kemm gant hor biniawoù bihan-ni : ouzh boud ur seurt benveg galloudus, n’eo ket eston e c’hall soudarded kerzhout.

1944
Daveenn : EURW.1 p.116

Ar marichal a reas an herrañ ma c’hellas : youc’houc’hou ! Koadoù Troboa a dregernas gant e youc’hadenn.

1944
Daveenn : ATST p.122

Ne zichañsas ket dimp menel bamet dirak harem Abd-el Aziz, met bez' oa en-dro dezhañ teir pe beder gaoued gant orjal arc'hant, hag enno ur bagad perokidi ha krakperokidi na baouezent ket d'en em gannañ ha da c'hagailhat [sic, c'hragailhat] ken ma tregerne hon divskouarn.

1954
Daveenn : VAZA p.136

Unan ha kant tenn kanol, hervez m’eo dleet da bennrenerien stad, c’hwitelladennoù ar c’harter-mistri gwernerien war-c’hed a-us da skeulig a-dreñv ar Vérité, kan broadel Bro-C’hall ken ma tregerne an heklev ouzh kozh tiez kae Dukark, ha setu Fallières o lestrañ war vourzh, ouzh e heul ur jeneral hag ofiserien a renk uhel, hag evel-just ul lostennad lakizien, gant an Aotrou Lhéritier hag e dog foñs hir e penn-kentañ.

1954
Daveenn : VAZA p.149

Okoume, ar ger hud a glevin hiviziken o tregerniñ a bep tu.

1985
Daveenn : DGBD p25

Kerkent e voe klevet an ograou o seniñ. Da gentañ e kridienne ar benveg evel ma fellfe dezhañ diabafiñ ha kemer lañs, ha pa dregernas erziwezh betek leuniañ bolz an iliz gant e son kreñv ha pa stagas seurezed an ospital da ganañ gant o mouezhioù daskrenus e teuas div blac'h un tammig lentik memestra da gemer plas e-kichen Melanie ha da reiñ dezhi he levr-kantikoù

2012
Daveenn : ADULT p. 212

Emañ o vont d'he diskouez din pa dregern sonerez an nor-dal.

2015
Daveenn : EHPEA p78

Ofis publik ar brezhoneg