Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Obererezh tregerniñ, dasseniñ. 2. Dre ast. Trouz kreñv ha padus, evel hini un daboulin. Tregern ar mor. Tregern mibin an daboulinadenn. 3. Dre skeud. Komzoù stank ha badaouus. Perak kement a drouz, kement a storlok, ur seurt tregern war o fenn ? 4. (gant ar gm. a.) Trouz bras. Un dregern gantañ ken na grene ar menezioù.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Mar selaoufed an dud, 'vel diaouloù an ifern, Ganto un trouz spontus, you, kurun ha tregern, Ve lavaret 'z afe ar bed ganto d'ar bern, Ha padal emaint war e gern, heñvel ouzh ur c'hrubuilh merien O c'hweziñ, o termat evit loc'h eur blouzenn.

1867
Daveenn : MGK p33

Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.

1929
Daveenn : SVBV p.15

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial