1. Kael, anezhi goulazhoù prenn pe barrennoù metal zo kroaziet stank pe stankoc'h.
N'eus na treilh na kroaz war e vez. Treilhoù houarn, siellet mat er mogerioù, a voe kavet troet e doare ur wialenn. Un dreilh goad.
&
Treilh-prenestr, treilhoù-prenestroù : kael, kaeloù, zo lakaet ouzh ur prenestr evit kuzhat an diabarzh hep herzel ouzh ub. da sellet ouzh an diavaez.
2. Dre ast.
Bolz toull-didoull a saver el liorzhoù gant gwalinier kroaziet ha ma kresk gwini pe plant-krap.
Gwinienn treilh.
3. Dre ast.
Steudad bodoù pe gwez a dalvez da vevenniñ pe da wareziñ ur park, ur prad, ul liorzh.
Me zo o vont da blantañ un dreilh aze. Krennet em eus an dreilh zo etre ma liorzh ha hini ma amezeg.
DHS. garzh, kae, kleuz (savadur douar).
4. Roued vras, anezhi tri gwiad mailhoù lakaet an eil war-c'horre egile.
&
Roued-treilh : ar roued-se end-eeun.