Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kael, anezhi goulazhoù prenn pe barrennoù metal zo kroaziet stank pe stankoc'h. N'eus na treilh na kroaz war e vez. Treilhoù houarn, siellet mat er mogerioù, a voe kavet troet e doare ur wialenn. Un dreilh goad. & Treilh-prenestr, treilhoù-prenestroù : kael, kaeloù, zo lakaet ouzh ur prenestr evit kuzhat an diabarzh hep herzel ouzh ub. da sellet ouzh an diavaez. 2. Dre ast. Bolz toull-didoull a saver el liorzhoù gant gwalinier kroaziet ha ma kresk gwini pe plant-krap. Gwinienn treilh. 3. Dre ast. Steudad bodoù pe gwez a dalvez da vevenniñ pe da wareziñ ur park, ur prad, ul liorzh. Me zo o vont da blantañ un dreilh aze. Krennet em eus an dreilh zo etre ma liorzh ha hini ma amezeg. DHS. garzh, kae, kleuz (savadur douar). 4. Roued vras, anezhi tri gwiad mailhoù lakaet an eil war-c'horre egile. & Roued-treilh : ar roued-se end-eeun.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

treilh

1499
Daveenn : LVBCA p197 (treillis)

treilh houarn

1499
Daveenn : LVBCA p99, 197 (treileis de fer)

treilhoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg barreau, treille

treilh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg treille

klozet gant treilhoù

1732
Daveenn : GReg pg griller (fermer d'une grille, pp.)

treilhoù houarn

1732
Daveenn : GReg pg grille (treillis de fer, cloture &c., p.)

treilhoù

1732
Daveenn : GReg pg grille (treillis de fer, cloture &c., Van., p.)

treilh

1732
Daveenn : GReg pg barreau (espece de grille, ou de balustrade)

treilhoù

1732
Daveenn : GReg pg barreau (espece de grille, ou de balustrade)

treilh houarn

1732
Daveenn : GReg pg grille (treillis de fer, cloture &c.)

treilhoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tril

trilh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pratell (-wini), tril

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial