I.
G.
1. Den a drais, en deus traiset.
Treitour, mallozh dit ! Ne vo ket treitourez dezhañ.
2. Ent strizh
Den na chom ket feal d'an hini a gar.
Treitourien d'ar merc'hed.
II.
Doar./Stn.
A.
1. (db. an dud)
Zo gouest da draisañ ; en deus traiset.
Un den treitour. Al lezvamm dreitour. Bezañ treitour d'e vro. Kraban treitour an diaoul.
&
KOZH (impl. da stn. lec'hiet a-raok an ak.)
An treitour Judaz.
&
Trl. kv.
Bezañ treitour evel ur bluñvenn war an dour, evel ur c'hazh, evel ur marmouz, evel un Tregeriad : bezañ treitour-kenañ.
2. Ent strizh
Na chom ket feal d'an hini a gar.
Ur plac'h yaouank treitour.
3. Taer, feuls.
N'a ket da c'hoari gantañ, hennezh zo treitour.
&
Trl.
Bezañ treitour ouzh ub. : ober feuls outañ.
Hennezh zo treitour ouzh al loened.
4. Dre ast. (db. obererezhioù an dud)
Graet en un doare kuzh, dizonest, e-sell da noazout.
Ar gouli zo bet graet en un doare treitour-meurbet.
B. Dre skeud. (db. an traoù)
1. A c'hall noazout.
Treitour eo bannoù an heol en nevezhañv. Ar mor zo treitour. Ar bed, kredit, zo treitour.
2. (db. an diedoù alkoolek)
A c'hall mezviñ hep ma vefe taolet evezh. Evit ar bloaz ez eo treitour ar sistr.
HS. trubard.