v.
I.
V.g.
A. Dont da vezañ trenk.
Trenket eo ar piz-bihan. Trenket eo al laezh. Pa vez arnev e teu buan al laezh da drenkañ.
DHS. tarzhañ.
HS. trein.
B. (db. an amzer)
Fallaat.
An amzer a drenkas.
C. (db. an dud, o obererezhioù)
1. Bezañ drouklaouen; sevel (enep).
Kement-se a oa evit lakaat da drenkañ enep ar Chouanted.
2. (db. ar c'homzoù)
Treiñ da fall; dont da vezañ displijus ha lakaat diemglev da sevel.
Keuz en doa da vezañ boulc'het kaozioù a drenke diouzhtu.
3. Dont da vezañ drouklaouen.
An tavarnour a drenkas e spered outañ, pa welas e oa bet touellet gant Yann.
4. Trl. skeud.
Trenket eo an traoù etrezo : diemglev zo savet etrezo.
&
Trenket eo e valadenn, al laezh : imoret-fall eo.
&
Deuet eo al laezh da drenkañ : aet eo an traoù war fallaat.
War-dro miz Mae e teuas hol laezh da drenkañ ha diwar-neuze e voe bec'h etre an div gostezenn.
&
Bezañ trenket e galon : bezañ dipitet ha fuloret.
&
Trenket eo ar soubenn : aet eo an traoù war fallaat.
Trenket eo ar soubenn e Maroko.
&
Lakaat ar soubenn da drenkañ : lakaat an traoù da vont da fall.
Ar pennad-skrid-se a lakaas ar soubenn da drenkañ.
II.
V.k.e.
Dre skeud.
1. Lakaat (ur santad) da vezañ displijus.
N'eus nemet un dra a zeu da drenkañ ma flijadur : enebiezh aheurtet ma zud.
2. Trl.
Trenkañ kalon ub. : degas displijadur d'ub.
Ar warizi a drenke mui-ouzh-mui e galon.
Référence :
GON.II
pg treñka ou treñkaat (aigrir. s'aigrir. rendre ou devenir aigre, acide. au figuré, rendre ou devenir sévère, rigide, sérieux, etc.)
trenket
treñket
1850
Référence :
GON.II
pg treñka ou treñkaat (aigrir. s'aigrir. rendre ou devenir aigre, acide. au figuré, rendre ou devenir sévère, rigide, sérieux, etc. Part.)
An dra-se eo en deus trenket ho laezh.
Ann drâ-zé eo en deûz treñked hô léaz.
1850
Référence :
GON.II
pg treñka ou treñkaat (c'est cela qui a aigri ou fait aigrir votre lait).
trenkañ a ray gant an amzer-se
treñka a rai gañd ann amzer-zé
1850
Référence :
GON.II
pg treñka, treñkaat
trenkiñ
tréañkein
1850
Référence :
GON.II
pg treñka ou treñkaat (aigrir. s'aigrir. rendre ou devenir aigre, acide. au figuré, rendre ou devenir sévère, rigide, sérieux, etc. en Vannes, tréañkein).
trenkañ
trénka
1931
Référence :
VALL
pg acidifier, (s')aigrir
Nebeut amzer goude avat e trenkas an traoù etre ar broioù, ha n'eo ket mui c'hoari brezel bihan en a oa da ober, met soñjal er brezel bras...
1985
Référence :
DGBD
p6
"Trenkañ a rit ma flijadur bremañ," a lavar din diwar vousgoap kent ober ur c'hoarzhadenn.