I.
Doar./Stn.
A.
1. (db. ar boued, an diedoù)
Dezhañ ur blaz, ur c'hwezh vrout par da hini ar gwinegr.
An avaloù re drenk n'int ket mat d'ober sistr. Trenk eo ar gwin.
&
(db. al laezh)
Dezhañ ar blaz-se a-raok kaoulediñ.
2. KIMIEZH (db. an danvezioù)
Dezhañ perzh an trenkennoù, zo un drenkenn ennañ.
Douar Breizh zo trenk hag alese mat d'ar brug, d'ar brug-roz. Trenk eo ar chug suraval.
B. Dre skeud.
1. Flemmus, displijus.
Komzoù trenk.
&
Trl.
Ur beg trenk : den a vez komzoù displijus, tagus gantañ.
2. (db. an amzer)
Fall, put.
Na chomit ket da glerañ dindan an avel drenk.
3. PEMDEZ
Mezv.
Disul e oa trenk-mat.
II.
Adv.
En un doare flemmus, displijus. Kaozeal trenk.
E zaoulagad lemm, e fri kamm, a lakae anezhañ heñvel a-walc'h ouzh ur gaouenn ; gant ur vouezh trenk e lavaras d'am mamm dre belec'h mont d'an dortouer da aozañ ma gwele.
E zaoulagad lemm, e fri kamm, a lakae anezañ heñvel awalc'h ouz eur gaouenn ; gant eur vouez trenk e lavaras d'am mamm dre belec'h mont d'an dortouer da aoza ma gwele.
1944
Référence :
EURW.1
p31
Lakait war se ar vouezh putañ, trenkañ, a zo tu da glevout ; ur gomz tagnous, rok, evel ur chilpadenn ; setu eno poltred ar barzh brudet, a zalc’he d’an ampoent banniel ar Werz vrezhonek, an uhelañ.
Lakait war se ar vouez puta, trenka, a zo tu da glevout ; eur gomz tagnous, rok, evel eur chilpadenn ; setu eno poltred ar barz brudet, a zalc’he d’an ampoent banniel ar Werz vrezonek, an uhela.
1944
Référence :
EURW.1
p.97
N'eo ket drouk ganin tamm ebet evit gwir e kavfe trenk ha c'hwerv an holl seurtanvet pennoù bras-se gant an tailhanter broadel, hag ar Servij Kelaoua Broadel ivez.