N’am boa ket c’hoazh kroget da ziskenn gant an diri ma lamme dija d’am fri ur c’hwezh dibar, hini ar vro, ur c’hwezh a blave neuze er c’hoc’hu, en tiez-hent-houarn, er marc’hallac’h, en ilizoù war ar maez, e pep lec’h m’en em vode ennañ tolpadoù kouerien hag o gwragez, c’hwezh al lard-karr ma veze lufret gantañ an heuzoù lêr, an eol tro-heol a blije kement d’ar wazed da libistrañ barv ha blev da bep Sul ha kellies gwech ma felle dezho bezañ en o c’haerañ, flaer ar porpantchoù dineuz (an touloup) e kroc’hen dañvad a veze en-dro d’an holl voujiked, merc’hed koulz ha paotred, ha mesk-ha-mesk aezhenn ar c’haol trenk ha c’hwezh ar bara segal peurzu, bevañs pemdeziek ar bobl, hag ivez frondig ar « vodka», ar gwin-ardant broadel.
Daou-ugent vloaz bennak a zo tremenet abaoe ma hetas dimp kemend-all e Moskov, ha daoust d’an holl drubuilhoù, en desped d’ar gwalldaolioù a venne trec’hiñ warnomp – ha bet hon eus, bugale vat, tammoù a bep seurt blaz, c’hwerv pe drenk, da dañva : daou vrezel, an dispac’h e Rusia, meur ha meur a zisparti, ar c’hleñved, an dienez, ha me oar petra all ouzhpenn ! – bep tro hon eus prennet start hor c’halon ouzh ar gwalleur, ha morse n’hon eus kroget d’en em zebriñ diwar-benn traoù aet e-biou, ha nebeutoc’h c’hoazh a-zivout drouklammoù da zont ha na vo marteze biken anezho.
N'eo ket drouk ganin tamm ebet evit gwir e kavfe trenk ha c'hwerv an holl seurtanvet pennoù bras-se gant an tailhanter broadel, hag ar Servij Kelaoua Broadel ivez.
Pa zigoras Kathrine ar yenerez e teuas d'he fronelloù ur c'hwezh trenk-put.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
trenk