Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

v.k.e. 1. Kas da ub. all udb. bet degemeret, desket gant an-unan pe roet dezhañ. Treuzkas an hengoun, an henvoaz d'ar remziadoù da zont. Treuzkas ar yezh. [1954] Treuzkaset he devoa, am eus aon bras, ar si-se d'he mab henañ E-Mari. DHS. legadiñ. 2. (db. an teknikoù) Kas un anadenn fizikel pelloc'h, eus an eil lec'h d'egile. Treuzkas sonioù, arouezioù tredan. Treuzskas ul lusk. & (db. mont en-dro ar c'horf) Kas gweredoù ur broud a-dreuz ur bevedeg. Gant an nervennoù e vez treuzkaset ar santadurioù. HS. kas.

Exemples historiques : 
2
Masquer la liste des exemples

Treuzkaset he devoa, am eus aon bras, ar si-se d'he mab henañ E-Mari.

1954
Référence : VAZA p.20

N'ho pezet ket aon rak mont da stummer c'hwi ivez, pa soñjo deoc'h ho po prenet skiant a-walc'h evit treuzkas d'ho tro ar binvioù hollbouezus-se.

2015
Référence : DISENT p182

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux