troatad
A-barzh nebeut, eus al lec’h ma sone an taolioù-se, e weled o sevel eus a-rez ar mor betek tregont pe daou-ugent troatad en aer, ur c’houlaouenn vras, pe evit lavaret gwell, ur voul-dan, hag a lugerne en ur dreiñ hag en ur zistreiñ, a bep tu, a-gleiz hag a-zehou, atav war-zu an douar, evel pe dije c’hoant da furchañ kement toull kuzh a oa er c’herreg a vir ouc’h ar mor don da zont war an douar bras.
Saig Jelvest, ar c’habiten, a oa ur gwaz, ma oa unan : un den a c’hwec’h troatad, ledan e c’hoûg ; e zaouarn, div c'holvazh ; a-blom war e dreid, e ziv votez-koad, hep gaou, a oa heñvel eus div laouer-doaz ; e benn, ront ha moal evel ur vilienn, a oa garlantezet a vlev, ruz gwechall, dislivet bremañ, ho pije lavaret livet gant dour soavon ; e fri ledan a oa frank-digor ; ha dindan e ambrankoù louet ha druz, daou lagad bihan a skede lemm gwer-c’hlas, siket don gantañ en e benn.
Ur fathom pe "gourhedad" saoz ennañ daou yard pe c'hwec'h foot, "troatad") = 1 metre 829.
Linennad a-hed teir c'hanienn. (An hini gentañ e-tal ar C'hongo, an eil -tal an Nippon (Japan), an deirvet e-tal Kalifornia). Hirder dre vilioù, donder dre droatadoù (saoz).
Pelec’h emañ genoù ar puñs, ha pet troatad douar a zo warnañ ? An dra-se a zo un afer all.
Ne gaver ket a grugelloù bras savet ganto e koadeier ar Gabon, ar re vrasañ, dezho stumm kabelloù-touseg pe duellennoù fornigell gant un tok, ha ne zeuont ket kalz ouzhpenn daou droatad er-maez eus an douar.
Alies he doa Kathrine soñjet en doare m'en doa graet he zad evit gounit kalon he mamm, penaos en doa gellet lubaniñ ur plac'h desavet ken strizh, hag a oa un troatad brasoc'h egetañ. Ar Sami o deus muioc'h a c'hwiti eget Svediz, en doa respontet an tad neuze, ha c'hoarzhin.
Mots précédents
Mots suivants
troatad-fri