Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Durc'haet. Un tiig gwenn troet ouzh heol kreisteiz. Dar an ti zo troet war-du ar mor. An den zo troet e gein davedomp. 2. (db. ar c'herdin, ar fardoù, h.a.) Oberiet dre weañ lies gor a-gevret. Ur fard troet a-zehoù. 3. (db. al laezh, an amanenn) Aet da fall. An amanenn zo troet. Troet eo ma laezh. DHS. trenket. 4. (db. ar mor) Troet eo al lanv : krog eo ar mor da sevel en-dro. 5. (db. parezed al bronneged) Graet ganti e hini bihan, e re vihan. Troet eo ar gazeg. 6. (db. ar skridoù, ar c'homzoù) Lakaet en ur yezh all. Ul levr troet e saozneg. II. Trl. skeud. A. (db. an dud) 1. Bezañ troet e spered : bezañ kollet e skiant-vat gantañ. He gwaz a oa troet e spered en e gleñved. [1877] [...] un den yaouank, [...] troet e spered o welet kement-all a grizder, a [z]euas en e benn ar c’hoant da lakaat al laeron fallakr ha digalon-se da baeañ ker da vihanañ an daou vuntr o doa graet e parrez Konk. 2. Bezañ troet-mat, troet fall : bezañ imoret-mat, imoret-fall. N'eo ket troet mat an ostizez hiziv. & Bezañ troet war e du mat, war e du fall : bezañ imoret-mat, imoret-fall. Pa vez troet war e du mat e vez jentil. 3. Bezañ troet da (ober udb.), gant (udb.) : bezañ techet, douget da. Hiziv n'on ket troet da labourat. N'eo ket gwall droet da verc'heta. Troet eo da evañ. Bremañ oc'h troet da zebriñ ? • Re droet eo gant ar gwin. [1924] Kalz a verc’hed a zo troet kenañ d’e garout, hogen ne daol outo evezh ebet. & Bezañ troet gant, ouzh, war udb. : bezañ sot gantañ. Troet e vez ar vugale gant o c'hoarielloù. Troet eo ar plac'h-mañ war an dilhad kaer. & (dirak un av.) Bezañ troet gant : bezañ sot gant udb. Hennezh zo troet gant lenn. B. (dirak un ak., db. an dud, al loened, an traoù) Bezañ troet da, e : bezañ deuet da vezañ. Troet eo da vezvier. Lavaret a reer ez int tud troet da vaen. • Ar bleiz a oa troet en oan. C. (db. an amzer) 1. Cheñchet. E-pad hor baleadenn e oa troet an amzer. 2. Troet-mat, troet-fall : doareet-mat, doareet-fall. An amzer a oa troet-mat dec'h, troet fall eo hiziv. 3. (dirak un ak.) Bezañ troet war : bezañ stummet (da ober). Troet eo an amzer war ar glav.

Exemples historiques : 
34
Masquer la liste des exemples

troet

1659
Référence : LDJM.1 pg tordre, tourner, translater

troet ger e c'her un aotor bennak en ul langaj all

1732
Référence : GReg pg gloser (interpreter, traduire, pp.)

troet

1732
Référence : GReg pg detourner

troet ger evit ger un aotor bennak en ul langaj all

1732
Référence : GReg pg gloser (interpreter, traduire, pp.)

langaj Gaskogn, hini Pikardia, hag hini ar Poitou, a zo galleg trefoed, galleg troet

1732
Référence : GReg pg (le Gascon, le Picard, & le Poitevin, sont des) dialectes (François)

troet eo hon azenez

1732
Référence : GReg pg asnonner (faire un asnon)

langaj troet

1732
Référence : GReg pg dialecte (langage particulier d'une Province, corrompu de la langue generale, où principale de la nation)

an dra-se a zo troet en e benn

1732
Référence : GReg pg (cela lui est venu en) fantaisie

E vanneig a gav mat, ha setu perak eo troet e kostez Loull ar Bouc’h a ro dezhañ da evañ kement ha ma kar, rak ar banneoù-se ne goustont netra ; ha pa ne vez ken ez eer da gerc’hat d’al lec’h ma’z eus.

1877
Référence : EKG.I. p.113

E-pad m’edo paotred ar republik o c’hoari ar vazh dre gêr, un den yaouank, hanvet Roparzh Mengi, mab da Herve, troet e spered o welet kement-all a grizder, a [z]euas en e benn ar c’hoant da lakaat al laeron fallakr ha digalon-se da baeañ ker da vihanañ an daou vuntr o doa graet e parrez Konk.

1877
Référence : EKG.I. p.195

Ne ouzon ket perak oc’h ker seder ha kel laouen hiriv, c’hwi hag a oa dec’h du ho penn ha rust evel ur bod spern. Lavarit din perak oc’h troet er mintin-mañ evel ma’z oc’h.

1877
Référence : EKG.I. p.81

E-kichen teir urzh ar Gorsedd ez eus c'hoazh un urzh izel, e vezo digemeret enni an dud yaouank troet-mat hag a ziskouez kaout ur spered barzhek.

1909
Référence : REZI p. 5

Her mirit en eñvor. Ha, pa ho po koun ac’hanon, damgounait ivez, — amañ e voe he mouezh troet ur predig, — Kadra ha Daga, a zo bet, eveldon-me, keneilezed deoc’h ez vugel hag ho kare evel m’ho karan.

1923
Référence : SKET p.105

Mibien Vanos, ha dezho hanter-grediñ kement a zezrevelle an tri breur, a voe troet madik a-walc’h o spered dezho diwar an emweladenn gentañ-se.

1923
Référence : SKET p.101

N’edo ket ar boaz d’ar gwerc’hezed gouestlet d’an Heol dougen ar gouriz arem hag ar gourgleze. Nemet troet ar boaz diwar an nozvezh-mañ ! Ma vije bet ganen un arm bennak, biskoazh ne ve c’hoarvezet ar pezh a zo en em gavet henozh.

1923
Référence : SKET p.106

Kalz a verc’hed a zo troet kenañ d’e garout, hogen ne daol outo evezh ebet.

1924
Référence : SKET.II p.58

troet eo

1931
Référence : VALL pg accoucher (elle a accouché)

troet

1931
Référence : VALL Rakskrid p XXV

troet e spered dezhañ

1931
Référence : VALL pg (homme) aliéné

troet war an dastum

1931
Référence : VALL pg accaparer

troet eo ar gazeg

1931
Référence : VALL pg (mettre) bas

Ma mamm, hag a oa deut, da heul he mab, da vezañ troet gant ar vroadelezh vreizhek, a fellas dezhi kemerout perzh ivez er gouel bras e oad o tanzen ; laouen e oa dreist-holl gant ar c'heloù e vije adsavet an teatr brezhonek, rak ez yaouank, he doa bet plijadur o vont da Werliskin da arvestiñ ouzh ar « Misterioù » a veze c'hoariet eno en ul lab bennak, gant kenseurted Prosper Proux.

1944
Référence : EURW.1 p66

Leon ar Berr, mab d'ur marc'hadour koad eus 'tal Kemper, a oa ur paotr dilu, laouen, mignon d'an ebatoù, mes troet gant al lennegezh hag an istor.

1944
Référence : EURW.1 p.142

Ar yaouankiz a zo troet da ganañ.

1944
Référence : EURW.1 p.144

Tostaat a rejomp goustadik ouzh ar porrastell, ha pa oa troet e gein gant ar porzhier, en em siljomp dre an nor vihan er-maez.

1944
Référence : EURW.1 p35-36

Mont a rae skuizh war gement tu ; kerkent troet war an tu kleiz he doa c’hoant d’en em lakaat war an tu dehou.

1944
Référence : ATST p.50

Mari a en em lakaas war he c’hostez kleiz, troet ouzh ar voger.

1944
Référence : ATST p.50

— « Te, emezañ din, hag a zo troet gant ar brezhoneg, a dlefes ober anaoudegezh gant ma breur Fransoù, disket-bras war hor yezh. »

1944
Référence : EURW.1 p54

War da dud, troet da vreskenn, / Levezon n'ac'h eus un eskenn.

1960
Référence : PETO p52

Re ma gouenn, er vro-mañ, 'baoe nouspet kantved / A oa troet da reiñ aluzen a-viskoazh / Ha, da ober 'velto, em eus miret ar boaz.

1960
Référence : PETO p49

Troet kaer e vez ar vorianed da vreutaat diwar-benn traoù ar relijion.

1985
Référence : DGBD p173

Gwir eo ivez ez eo bet troet an tammig hent meinek a oa neuze da vont war du ar gwalarn en un hent-meur, da vihanañ betek an aerborzh bras a zo bet savet abaoe war al lerc'h ha ne oa nemet ur savanenn c'heotek o talvezout da dachenn-nijal d'ar mare ma oan diazezet e Louis.

1985
Référence : DGBD p54

Ur vaouez blev he [sic, he blev] gwenn zo en he sav er gegin, dirak an dar, troet he c'hein ouzh an nor, o walc'hiñ legumaj.

2015
Référence : EHPEA p48

Gwall droet e oa Korasidis gant ar merc'hed yaouank met evit al labour e enfrede atav maouezed gwenn o blev en o dek vloaz ha tri-ugent.

2015
Référence : EHPEA p77

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux