troet
troet eo ar gazeg
Ma mamm, hag a oa deut, da heul he mab, da vezañ troet gant ar vroadelezh vreizhek, a fellas dezhi kemerout perzh ivez er gouel bras e oad o tanzen ; laouen e oa dreist-holl gant ar c'heloù e vije adsavet an teatr brezhonek, rak ez yaouank, he doa bet plijadur o vont da Werliskin da arvestiñ ouzh ar « Misterioù » a veze c'hoariet eno en ul lab bennak, gant kenseurted Prosper Proux.
Mont a rae skuizh war gement tu ; kerkent troet war an tu kleiz he doa c’hoant d’en em lakaat war an tu dehou.
Mari a en em lakaas war he c’hostez kleiz, troet ouzh ar voger.
D’abardaez ’vat e voen galvet da gambr rener ar skolaj : « Ac’hanta, mabig, petra ’ c’hoari ganit ? – Ataoe, Aotrou, ne dalv ket ar boan lakaat va anv, peogwir ned in ket amañ da vloaz, rak o vezañ n’on ket troet da vont d’ar c’hloerdi bras, n’emañ ken va mamm-gozh, hervez va zad, e-sell da baeañ evidon ».
Marteze a-walc’h ! marteze ne oa ket o kontañ gevier, met n’eus forzh, ne oan ket troet da hadañ kerse war-zigarez ober plijadur d’am c’herent, bev pe varv.
Gwir eo ivez ez eo bet troet an tammig hent meinek a oa neuze da vont war du ar gwalarn en un hent-meur, da vihanañ betek an aerborzh bras a zo bet savet abaoe war al lerc'h ha ne oa nemet ur savanenn c'heotek o talvezout da dachenn-nijal d'ar mare ma oan diazezet e Louis.
Troet kaer e vez ar vorianed da vreutaat diwar-benn traoù ar relijion.
Ur vaouez blev he gwenn [sic, he blev gwenn/gwenn he blev] zo en he sav er gegin, dirak an dar, troet he c'hein ouzh an nor, o walc'hiñ legumaj.
Gwall droet e oa Korasidis gant ar merc'hed yaouank met evit al labour e enfrede atav maouezed gwenn o blev en o dek vloaz ha tri-ugent.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
trofe