Evit gwir, n’oant ket Priñsezed ha ne risklent ket o buhez evit ur Roue hag ur Rouanez ; mes ker c’hwek eo o buhez da ziv blac’h paour a Vreizh-Izel evel ma’z eo da ur Briñsez eus a Bariz, ha ken talvoudus e tle ar galon hag ar garantez a ziskouezer e-keñver ul labourer diwar ar maez, evel e-keñver ur Roue bras war e dron.
Abaoe ma eo bet, ar paourkaezh sant Kirek, disprizet gant e vugale, abaoe m’o deus ar re-mañ tennet o zad diouzh o iliz, evit lakaat war e dron sant Jakez, abaoe ez eo en em zistroet a-grenn diouzhomp, ha, kaer ho po pegañ war ho koañvennoù, ho kwenaennoù pe ho tarouedennoù koad brein bruzunet e skeudenn, vad ebet ne raio deoc’h an traet-se.
Mots précédents
Mots suivants
tron