Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Azezenn uhel ma'z a roueed, uhelidi zo en o c'hoazez warni da-geñver lidoù zo, a dalvez da aroueziañ o galloud. [1878] [...] ha ken talvoudus e tle ar galon hag ar garantez a ziskouezer e-keñver ul labourer diwar ar maez, evel e-keñver ur Roue bras war e dron. & Trl. skeud. N'emañ ket ken war an tron du-hont : n'eo ket ken brav dezhañ mui. & Ober tron : degemer war an ton bras. N'eo ket an aotrou Doue emichañs evit ober kement a dron dezhañ ! & Bezañ tron gant ub. : rodal, fougasiñ. Tron a oa ganti !

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

tron

1499
Daveenn : LVBCA p199

tron

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Throsne

Evit gwir, n’oant ket Priñsezed ha ne risklent ket o buhez evit ur Roue hag ur Rouanez ; mes ker c’hwek eo o buhez da ziv blac’h paour a Vreizh-Izel evel ma’z eo da ur Briñsez eus a Bariz, ha ken talvoudus e tle ar galon hag ar garantez a ziskouezer e-keñver ul labourer diwar ar maez, evel e-keñver ur Roue bras war e dron.

1878
Daveenn : EKG.II p.74

Jojo hag ar Paotr-Ruz, daou daskagner ma oa, kouezhet o re en o foull, gwasket o imor, a falvezas dezhe tennañ Bilzig hag e laz diwar o zron.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1123 (Miz Du 1924).

Abaoe ma eo bet, ar paourkaezh sant Kirek, disprizet gant e vugale, abaoe m’o deus ar re-mañ tennet o zad diouzh o iliz, evit lakaat war e dron sant Jakez, abaoe ez eo en em zistroet a-grenn diouzhomp, ha, kaer ho po pegañ war ho koañvennoù, ho kwenaennoù pe ho tarouedennoù koad brein bruzunet e skeudenn, vad ebet ne raio deoc’h an traet-se.

1925
Daveenn : BILZ2 p.136

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial