Plus d'options

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. (db. an dud) Bet dalc'het ouzh badez. & Trl. skeud. Moc'h badezet : tud diseven, savet fall. & Bezañ badezet gant eoul gad, gant soubenn gwadegenn : na vezañ gwall fin. D. Bezañ badezet e-tro-kein an iliz : bezañ bastard. 2. Dre fent, pemdez (db. an diedoù) Astennet gant dour. Gwin, sistr badezet. D. (db. ar c'hafe) Lakaet alkool ennañ. Kafe dispar badezet gant ur banne mat a lambig bet o kozhañ.

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

M. Piv eo an heni a zle bezañ galvet kristen ? D. An hini pehini, goude bezañ badezet, a gred hag a ra profesion eus an doktrin kristen.

1622
Référence : Do. p6

M. Pe da dra e servij deomp-ni ar sakramant a goñfesion, aotramant pinijenn ? D. Resev a reomp drezañ remision ar pec'hedoù pere hon eus bet kometet goude ma'z omp bet badezet.

1622
Référence : Do. p40-42

bugel badezet

1732
Référence : GReg pg enfant (bâtisé)

neb a oar an holl gredenn gristen, hag a c'hoanta bezañ badezet

1732
Référence : GReg pg catechumene

— Kabiten Jaouen, hon-daou omp ganet e Porspoder ; er memes iliz omp bet badezet...

1877
Référence : EKG.I. p.214

— Ret eo evelkent mont da gaout an aotrou person, eme an amiegez. — Ya, ya, deomp, a lavaras ar plac’h kozh — Marc’harid a oa he hanv, mamm-gozh ar bugel, mamm e dad — ret eo mont. Ar paotr a ranko bezañ badezet, hag ar vamm sebeliet… Ne zebro ket ac’hanomp !…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924), ("an amiegez" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Setu un iliz ec'hon o tont war-lerc'h ar c'hroazhentoù. Anavezout a ran anezhi rak enni on bet badezet.

1929
Référence : SVBV p.17

E oa ur genseurtiezh Breizhiz vrudet, a anved Anatol ar Braz, Charlez Ar Govig, Loeiz Tiercelin, René de Kerviler, René Grivart de Kerstrad, Léon Durocher, o kinnig sevel ur gevredigezh nevez gant un anv nevez : 'régionaliste' ; ar gevredigezh-se a vije badezet « Union Régionaliste Bretonne », he mennozh : saveteiñ Breizh a oa o vont da veuziñ evel gouenn ha bro ; saveteiñ war un dro ar yezh en ur adlakaat en enor an teatr pe c'hoariva poblus.

1944
Référence : EURW.1 p65

Priadelezh ar c’hleze e voe badezet al lid-nevez-se.

1944
Référence : EURW.1 p.115

Soupren a reas ac'hanon, pa c'halvas ac'hanon ivez da respont d'ar goulenn-mañ : "Ha ret eo bezañ badezet a-benn [sic, "evit"] bezañ salvet ?".

1944
Référence : EURW.1 p.126

An itron Mosher, an Amerikanez a felle dezhi bezañ badezet Bretonez Tramor, a oa deuet en ur stlejañ ouzh he heul ar ganerez kozh Marc’harid Fulup, a bPlûned.

1944
Référence : EURW.1 p.189

Ha setu perak n'em eus testeni ebet o tiskleriañ e ven bet "badezet" war al linenn d'ar 25 a viz even 1937.

1985
Référence : DGBD p23

Hogen na fiziit ket re war an ano, rak n'eo ket ret bezañ badezet evit kemer un ano hag en devo bet plijet da unan evit un abeg bennak, pe e sono brav d'an divskouarn, pe e vo bet ano un den en devo plijet.

1985
Référence : DGBD p174

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux