Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

Trl. BEZAÑ UN DRUGAR (DA UB.) OBER UDB. : bezañ ur blijadur vras (dezhañ) e ober. Brezhoneg flour, un drugar e glevet. Un drugar a veze sellet outi. Un drugar e voe din kaout gwinizh ha heiz. [1954] E-pad an ofis, e tleemp-ni seniñ pennadoù diouzh-se, da skouer Añjeluz Massenet, Marsoñj Schumann, Trugar gwener ar groaz gant Richarzh Wagner, Ave Maria Schubert, pe draoù all e giz-se, hag un ofiser a rae ar peurliesañ evit kolist. HS. ebat, misi.

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

un drugar eo gwelout, klevout

1931
Référence : VALL pg (c'est un) bonheur (de voir, d'entendre)

un drugar eo e glevout

1931
Référence : VALL pg (il est) agréable (de l'entendre)

trugar

1931
Référence : VALL pg agréable, bonheur

un drugar eo e welout

1931
Référence : VALL pg (il est) agréable (de le voir)

Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, an arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !...

1949
Référence : SIZH p.38

A-raok mont da ziboultrañ an aoterioù eta, ar breur Arturo a oa savet c'hoant dezhañ en em gempenn ivez. Un drugar a oa dezhañ an dour o tiflukañ, yen hag herrus - miz Mae n'oa ken - dre e gorzhenn [sic « gorzenn »] houarn, el laouer vaen, diouzh kalon an douar.

1949
Référence : SIZH p.43

E-pad an ofis, e tleemp-ni seniñ pennadoù diouzh se, da skouer Añjeluz Massenet, Marsoñj Schumann, Trugar gwener ar groaz gant Richarzh Wagner, Ave Maria Schubert, pe draoù all e-giz-se, hag un ofiser a rae ar peurliesañ evit kolist.

1954
Référence : VAZA p.98

A zo gwir, met da neb a zo yaouank ha kuit a skiant-prenet, daoust ha n’eo ket un dudi gwelout traoù ha tud n’anavezer ket, doareoù na verzer neblec’h all ; daoust ha ne veze ket un drugar evidomp-ni, sonerien, tostaat ouzh ar pennoù-bras, prezidanted, rouanez, ha zoken impalaerien ?

1954
Référence : VAZA p.127-128

Ar maezioù war-dro ’vat a zo kaer-kenañ, da vihanañ da viz Eost : koadeier divent gant an hevelep gwez hag e Sveden, bezv ha sapr, ma kouezh diouto a-vouilhadoù c’hwezh yac’hus ar rousin, hag a bep tu d’ar wenojennoù kammdroennek brousgwez diniver en o bleuñ, un drugar hepken pa bleg aezhenn glouar an hañv da wentañ o frond c’hwek.

1954
Référence : VAZA p.166

Endra m’edo o vont e-biou d’ar Standart hor bag kempennet e giz un aerouant o flistrañ tan dre e c’henou hag e doulloù-fri, ha ni o kanañ Beth Sev de Pau evit ma strakje daouarn Tad Kozh Fallières, un drugar ’oa parañ hor selloù war an Itronezed, an Duked-Veur ha me oar, e-dro d’an Impalaer ha pep hini anezho o lugerniñ evel kemen-all [sic, kemend-all] a steredenn [sic, stered] gant ar perlez, an diamanchoù, an aour, an arc’hant hag ar c’hroazioù.

1954
Référence : VAZA p.187

Faezh e oa Soaz Sapeur o krial warnon : « Jarl, tremen poent eo dit mont da gousket, rak sevel abred az po d’ober warc’hoazh ! » Met chom a raen bepred el lanneg, difiñv, dilavar, warnon trugar al loargann, ha c’hoant am boa ken am boa da zastum dre dastorn un delienn, ur bluenn evn, ur vleuñvenn, forzh petra da gas ganin e koun eus Priel ha Krec’h Eliez.

1955
Référence : VBRU p.21

Un drugar eo, pa vezer o tont eus traezhegoù Port-Gentil, kavout amañ douar start dindan e dreid, gant glasvezh [glasvez] a bep tu, gant trouz an tonnoù mor o tont da ruilhal war an traezh, buntet gant avel ar mor bras.

1985
Référence : DGBD p44

L'Office public de la langue bretonne