Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
4
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

v. I. V.k.e. 1. (db. an dud, al loened) Kleuzañ, loc'hañ (an douar, h.a.), en un doare digempenn prl. Mont da duriañ an traezh. O turiañ douar hag o furchal e grouan ar stêrioù. & Ent krenn Moc'h-gouez deuet da duriañ en-dro d'al loch. D'ar c'hoz da duriañ. 2. (db. an dud) Labourat (an douar). [1949] Turiet o doa ar gloer, gant ar pig hag ar rañ [sic "rañv"], en douar gell ha meinek [...]. & Ent krenn Nag a nerzh kollet o turiañ ! 3. Dre ast. Furchal, o lakaat dizurzh dh. O turlutañ en armel hag o turiañ da vat an dilhadoù. [1878] E-pad m’oa lod oc’h esa goapaat Janed ar Go, lod all ne ehanent da duriañ kement kogn a yoa en ti. HS. turlutañ. II. V.g. Labourat start. HS. kiañ, lopañ, poaniañ. EVEZH. Distagañ a reer ar furm "tur" (trede gour unan amzer-vremañ an doare-diskl. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['tyrj].

Exemples historiques : 
16
Masquer la liste des exemples

turiat

1659
Référence : LDJM.1 pg turiat

turc'hat [evit turiat]

1699
Référence : Har. pg turiañ

turiañ

1850
Référence : GON.II pg bourboulla, finouc'hella, houc'hella, turc'ha, turia

turiet eo bet an douar amañ, ha gant ar moc'h ha gant ar gozed

1850
Référence : GON.II pg turia

turiañ

1850
Référence : GON.II pg turia

turiañ

1850
Référence : GON.II pg turc'ha, turia

Dre ma taole evezh ouzh ar re ziskiantañ, 'welas, en o zouez, an dud er penn-kentañ. Abeg en doa, m'en tou ! Rak holl, gwitibunan, chomomp bras ha bihan, heñvel ouzh kaouenned, en noz a wel gwellañ, da sellet a-vichez, ha da zispourbellañ ouzh fazioù hon nesañ, ouzh techoù ar re all. Ne welomp ket hor re ; en hor c'heñver omp dall, dall-poch evel gozed ; rak siwazh ! Mar karfemp, hep turiañ don hor park, grizioù fall a gavfemp

1867
Référence : MGK p12

Ma ranke kouer turiat an douar, an Noblañsoù o doa ivez ar blijadur da vont d’ar brezel ha da lakaat terriñ o fenn. Pehini oa ar gwellañ ?

1877
Référence : EKG.I. p.260

Rak mont a raent, pep hini d’e dro, d’her c’haout, d’e gogn, d’her c’hwesa, d’hen turiañ ; hag, evel ma’z oant minoueret gant un tamm neud orjal a oa e beg o fri, e skrabent hag e ribiñsent e feskennoù dezhañ betek ar gwad.

1877
Référence : EKG.I. p.125

E-pad m’oa lod oc’h esa goapaat Janed ar Go, lod all ne ehanent da duriañ kement kogn a yoa en ti.

1878
Référence : EKG.II p.71

ne rez nemet turiañ

1909
Référence : BROU p. 434 (Turia, fouir. Se dit aussi d'un bêchage mal fait : ne rez nemet turya)

Bleizi a zeue da lemel diganto o ein, o leueoù, o ebeulien, moch-gouez da duriat[a] o zrevadoù, arzhed da dagañ o c’hon, hag Erkuniz da skrapat o saout hag o merc’hed.

1923
Référence : SKET p.119

Den na zivinas an divinadell. — Ar penn-moc’h, genaouien a zo ac’hanoc’h ! pa vez o turial : Daou droad o toullañ, daou lagad o sellet toullañ, div skouarn o selaou toullañ, hag al lost o skeiñ war toull e reor.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.947 (Mae 1924)

Turiet o doa ar gloer, gant ar pig hag ar rañ [sic "rañv"], en douar gell ha meinek, e-kreiz un uloc'h tan[a]v e-giz moged. Ha tomm e oa bet an heol, ken e roste. Ma oa aet dezho an dour rouz [sic, "rous"].

1949
Référence : SIZH p.43

Ne ankounac'hain ket buan an dek kilometrad hent kentañ goude Ntoum a rajomp evel-se en ur duriat ar pri.

1985
Référence : DGBD p81

Kleier an iliz lec'hiet en un doare ken pleustrek e-kichen ti an noter a sonas c'hwec'h eur, m'edo c'hoazh o turiañ ar gudenn.

2012
Référence : DJHMH p22

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux