turc'hat [evit turiat]
Dre ma taole evezh ouzh ar re ziskiantañ, 'welas, en o zouez, an dud er penn-kentañ. Abeg en doa, m'en tou ! Rak holl, gwitibunan, chomomp bras ha bihan, heñvel ouzh kaouenned, en noz a wel gwellañ, da sellet a-vichez, ha da zispourbellañ ouzh fazioù hon nesañ, ouzh techoù ar re all. Ne welomp ket hor re ; en hor c'heñver omp dall, dall-poch evel gozed ; rak siwazh ! Mar karfemp, hep turiañ don hor park, grizioù fall a gavfemp
Turiet o doa ar gloer, gant ar pig hag ar rañ [sic "rañv"], en douar gell ha meinek, e-kreiz un uloc'h tan[a]v e-giz moged. Ha tomm e oa bet an heol, ken e roste. Ma oa aet dezho an dour rouz [sic, "rous"].
Ne ankounac'hain ket buan an dek kilometrad hent kentañ goude Ntoum a rajomp evel-se en ur duriat ar pri.
Kleier an iliz lec'hiet en un doare ken pleustrek e-kichen ti an noter a sonas c'hwec'h eur, m'edo c'hoazh o turiañ ar gudenn.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
turieller-douar