1. Hini pe hini eus an elfennoù a ya d'ober un hollad.
An anvioù-stroll a dalvez da aroueziñ un dastumad unanennoù.
&
Tr. adv.
Dre unanennoù : elfenn hag elfenn.
Gwerzhañ marc'hadourezh dre unanennoù.
ES. a-vras.
2. Kementad diazez a dalvez da vuzuliañ tra pe dra.
Unanennoù a dalvez da vuzuliañ ar pouez, ar gorreadoù.
Reizhiad Unanennoù Etrebroadel : reizhiad vuzuliañ a c'hall an holl vroioù en em reizhañ outi.
&
(dirak un ak., un av. spizer a denn d'ar pezh a venner muzuliañ)
Unanenn wrez : a dalvez da vuzuliañ ar wrez. Unanenn ec'honad, amzer, hed. Unanenn jediñ. Unanenn bouez, unanenn dolz. Unanenn bad, unanenn dizh.
3. Ent strizh (en e furm lies)
An unanennoù : an niveroù etre unan ha nav.
&
(db. an niveroù meur a sifr dezho)
Sifr an unanennoù : ar sifr zo en tu dehoù da hini an degadoù.