Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Karbed war roudennoù, sachet gant ur stlejerez, a dalvez da dreuzdougen tud, loened pe varc'hadourezh. Ul lostennad bagonioù leun a atred.

Exemples historiques : 
4
Masquer la liste des exemples

Pa zihunis, an aerouant bet diouganet gant Marzhin, penndevig ar varzhed, a oa paouezet da wigourat. Un den diwisket ha kabellet gant ur galabousenn leun a zelioù derv arc'hantet a rede a-hed ar riblennad bagonioù en ur youc'hal.

1929
Référence : SVBV p8

War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.

1929
Référence : SVBV p8

Ober a rejomp ar veaj hir-se gant e-leizh a dud eus hon anaoudegezh, ar bagonioù a oa leun-kouch ha diskoñfortus ; pep hini a oa gantañ paneradoù boued hag evaj ; alies e chomed eurvezhioù er garioù ; mes ar feiz a galonekae an holl, hast warno da welout mirakloù Lourd.

1944
Référence : EURW.1 p65

Pep hini zo evel ur vagon.

2015
Référence : DISENT p96

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux