v.
I.
V.g.
1. (db. an amzer, an traoù)
Dont da vezañ yenoc'h.
Yenaet eo dour ar mor. Yenaat a ra an amzer.
&
(hep rener)
Yenaet eo.
DHS. distanañ, klouaraat.
2. Dre skeud.
(db. an dud)
Dont da vezañ digar, digaz.
E vignonez zo yenaet outañ. Ar
garantez zo deuet da yenaat e-touez an dud. Kerkent e teuent da yenaat, da laoskaat e-keñver o c'hredenn.
3. Yenaat en un ober bnk. : e ober gant nebeutoc'h a c'hred.
Gwennael ne zeuas ket da yenaat en e servij.
4. Trl.
Yenaat a ra ma fenn : spontet-mik on.
HS. yenañ.
ES. tommañ.
II.
V.k.e.
(db. an traoù qh.)
Lakaat da vont yenoc'h.
Gant an aezhennañ e vez yenaet an traoù gleb. Un ardivink da yenaat ar boued.
&
Trl. skeud.
Yenait ho penn ! : sioulit !
M. Nag ar pec'hed veniel, peseurt droug a zegas-eñ deomp-ni ? D. Ne ra ket deomp koll ar c'hras, na veritañ an ifern, hogen hon yenaat a ra en karantez hag en servij Doue ha meritoù eus ar poanioù temporel hag hor c'hondu da bec'hed marvel.
M. Nac an pechet Veniel, pe / seurt drouc a digaç euff deomp-ny? D. Ne gra quet deomp coll an gracc, na merita'n Iffern, hoguen hon yenhat à gra en carantez hac en seruig Doue, ha meritou ves an poaniaou temporell, hac en hon condu da pechet Maruell.
1622
Référence :
Do.
p36
M. Nag ar pec'hed veniel, peseurt droug a zigas-eñ deomp ? D. Ne ra ket deomp koll ar c'hras, na meritañ an ifern, hogen hor yenaat a ra e karantez hag e servij Doue, hag e verit poanioù temporel ; hag eñ hor c'hondu d'ar pec'hed marvel.
M. Nag ar pec'het veniel, pe seurt drouc à zigaç-ên deomp? D. Ne ra quet deomp coll ar c'hraç, na merita an iffern, hoguen hor yennaat à ra é caranté hag é servich Doué, hag é verit poaniou temporel ; hag ên hor c'hondu d'ar pec'het marvel.
1677
Référence :
Do.
p37
lakaat ur re da yenaat outañ
lacqât ur re da guiennaat ountâ
1732
Référence :
GReg
pg aliener
yenaat
1732
Référence :
GReg
pg froidir (perdre sa chaleur)
yenaet
yeneët
1732
Référence :
GReg
pg froidir (perdre sa chaleur, pp.)
yenaat
guienaat
1732
Référence :
GReg
pg froidir (perdre sa chaleur)
yenaat
guieneët
1732
Référence :
GReg
pg froidir (perdre sa chaleur, pp.)
yenaet
iénéet
1850
Référence :
GON.II
pg iéna, iénaat
ur banne dour a yenao ho laezh
eur banné dour a iéno hô léaz
1850
Référence :
GON.II
pg iéna
setu petra en deus va lakaet da yenaat
chétu pétrâ en deûz va lékéet da iénaat
1850
Référence :
GON.II.HV
pg iéna
yenaat
iénaat
1850
Référence :
GON.II
pg iéna, iénaat, riva
likit ar yod da yenaat dirak an nor
likid ar iôd da iénaad dirâg ann ôr
1850
Référence :
GON.II
pg iénaat
Traoù ker kriz hag ar re-se a erruas e meur a lec’h, ha yenaat a ra kalon un den en e greiz ouzh o c’hontañ ; ne lavarin deoc’h nemet an dra-mañ : Gwelet a raed, er parrezioù diwar ar maez, bandennoù tud, pemzek pe ugent asambles, ganto armoù ha fuzulioù.
Traou ker kriz hag ar re-ze a erruaz e meur a leac’h, ha ienaat a ra kaloun eun den enn he greiz oc’h ho c’hounta ; ne lavarign d’ehoc’h nemed an dra-man : Guelet a reat, er parreziou divar ar meaz, bandennou tud, pemzek pe ugent asamblez, gantho armou ha fuziliou.
1877
Référence :
EKG.I.
p.190
An dolzenn-se eo a zeuas, dre yenaat, da vezañ an douar.
An dolzenn-ze eo a zeuas, dre yenaat, da veza an douar.