Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. A. (db. an dud) 1. Trubard. Diwall ! an den zo yud. HS. treitour. 2. Trl. Bezañ yud ouzh ub. : bezañ drouk gantañ. Bezañ yud ouzh al loened zo en em lakaat izeloc'h egeto. 3. (db. eztaoladennoù an dud) A verk an trubarderezh. Komzoù yud. B. (db. ar c'hleñvedoù) 1. Yoc'henn* yud. 2. Kriz. Gwasket e oa gant ur c'hleñved yud. II. Adv. 1. Delc'her, kregiñ yud : delc'her, kregiñ mort. Delc'her a reont yud d'ar pezh o doa gourc'hemennet. 2. C'hoarzhin yud : c'hoarzhin gant falloni. E zilezel a rejont en ur c'hoarzhin yud. [1878] Hag ar c’here a c’hoarzhe yud en ur sellet ouc’h ar c’habiten. 3. Sellet yud ouzh ub. : sellet outañ gant falloni. 4. Trl. Yao* yud war ub.

Exemples historiques : 
11
Masquer la liste des exemples

yud

1850
Référence : GON.II.HV pg traitour

yud

1850
Référence : GON.II pg iûd

yud eo, likit evezh outañ

1850
Référence : GON.II pg iûd

Rankout voe d'ar falc'her, 'raok mediñ e hordenn, / A-raok pilat an hoc'h war e gein oc'h torgenn, / Rankout e voe dezhañ dornañ yud, darc'haiñ sonn, / Evit gallout tizhout bete poull ar galon.

1867
Référence : MGK p97

Nann, rak dioc’htu ma voe galvet, e teuas a-raok, hag en ur sellet yud ouc’h an Aotrou Gall : — Me am boa lavaret, emezañ, hen talvezjen deoc’h d’am zro.

1878
Référence : EKG.II p.168

Hag ar c’here a c’hoarzhe yud en ur sellet ouc’h ar c’habiten. Me ‘gav din en doa divinet finesa ar c’habiten.

1878
Référence : EKG.II p.151

Hiriv, heskinerezh yud hon mestroù, -seul washoc'h dre ma'n em guzh oc'h heñchañ e ribouloù dre zindan hon douar koz,- a glask lemel diganeomp hon yezh hag hon gwiskamantoù, hon gizioù kozh a vroiz pe a gristenien, en ur ger, kement tra a chom ganeomp eus hêrezh hon tadoù kozh, kement tra a ra hon lorc'h hag hon laouenidigezh.

1911
Référence : PSEP p III

yud

1931
Référence : VALL pg aigu (son)

Met, e-lec'h stourm 'vel gwir wazed, / Ar c'hozh gamached kriz ha yud / A lazh merc'hed ha re c'hloazet, / Ar re zinoasañ eus hon tud.

1960
Référence : PETO p61

Aviusoc'h eo stad lapoused ar C'hrouer / Rak, ouzh o fasturañ, Doue an Tad a vourr. / Padal emaomp hep skor e-kreiz ur gernez yud / A laosk, en hor c'heñver, didruez-kaer, an dud.

1960
Référence : PETO p32

Chas ifern, ya ! laosket 'n o roll / D'hon tagañ dihegar ha foll, / D'an Iliz enebourien yud, / Setu petra eo ar seurt tud !

1960
Référence : PETO p18

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux