Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. (db. al loened) Obererezh pe gwechad yudal. Yud al loened gouez. Yud ar giez. DHS. blej. HS. yudadeg, yuderezh. 2. Dre heveleb. Trouz kreñv ha padus. Yud an avel.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

« Yud ar bugel, muntrer an den / Gar ober poan d'ur gelienenn / Diwar c'hoarzhin, diwar c'hoari. »

1867
Référence : MGK p111

Eno, daoulinet e-kreiz ur vojenn derv, aet he delioù gant ar goañv, e kleve trouz an tennoù fuzuilh : a-wechoù, gant an avel yen ha yud a c’hwezhe dre ar gwez, e teue betek ennañ klemmoù ar re [a] oad o peurlazhañ, ha youc’herezh ar soudarded disakret…

1877
Référence : EKG.I. p.42

Ne glev ken nemet yud al leoned o troiata ouzh e heul gant krec’hioù ha traoñioù evit e blaouiañ.

1923
Référence : SKET p.17

Skrij ar bleiz hag eurc’h an arzh a vez eilet eno gant yud al leon melen-gell hag an tigr brizhroudennek.

1924
Référence : SKET.II p.48

Met kaer o devoa sellet, gwel ebet ne weler nemet ar mor dirollet, na trouz ne gleved nemet trouz an taolioù-mor o fregañ en-dro d’ar Vran, nemet yud an avel er greamant.

1925
Référence : BILZ2 p.172

Ur yud keinvanus, pur spouron loenel, a dregernas er gambr-studi.

2012
Référence : DJHMH p.72

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux