1. (db. al loened)
Obererezh pe gwechad yudal.
Yud al loened gouez. Yud ar giez.
DHS. blej.
HS. yudadeg, yuderezh.
2. Dre heveleb.
Trouz kreñv ha padus.
Yud an avel.
« Yud ar bugel, muntrer an den / Gar ober poan d'ur gelienenn / Diwar c'hoarzhin, diwar c'hoari. »
» Iud ar bugel, muntrer ann den / » Gar ober poan d'eur geillenen / » Diwar c'hoarzin, diwar c'hoari.
1867
Daveenn :
MGK
p111
Eno, daoulinet e-kreiz ur vojenn derv, aet he delioù gant ar goañv, e kleve trouz an tennoù fuzuilh : a-wechoù, gant an avel yen ha yud a c’hwezhe dre ar gwez, e teue betek ennañ klemmoù ar re [a] oad o peurlazhañ, ha youc’herezh ar soudarded disakret…
Eno, daoulinet e kreiz eur vojenn dero, eat he deliou gand ar goan, e kleve trouz an tennou fuzil : avechou, gand an avel ien ha iud a c’houeze dre ar guez, e teue betek ennhan klemmou ar re oat o peur laza, ha iouc’herez ar zoudarded dizakret…..
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.42
Ne glev ken nemet yud al leoned o troiata ouzh e heul gant krec’hioù ha traoñioù evit e blaouiañ.
Ne glev ken nemet yud al leoned o troiata ouz e heul gant krec’hiou ha traoniou evid e blaouia.
1923
Daveenn :
SKET
p.17
Skrij ar bleiz hag eurc’h an arzh a vez eilet eno gant yud al leon melen-gell hag an tigr brizhroudennek.
Skrij ar bleiz hag eurc’h an arz a vez eilet eno gant yud al leon melen-gell hag an tigr briz-roudennek.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.48
Met kaer o devoa sellet, gwel ebet ne weler nemet ar mor dirollet, na trouz ne gleved nemet trouz an taolioù-mor o fregañ en-dro d’ar Vran, nemet yud an avel er greamant.
Met kaer o devoa sellet, gwel ebet ne weler nemet ar mor dirollet, na trouz ne gleved nemet trouz an tôliou-mor o frega en-dro d’ar Vran, nemet yud an avel er greamant.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.172
Ur yud keinvanus, pur spouron loenel, a dregernas er gambr-studi.