Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. I. A. (db. al loened) Reiñ yudadennoù da glevet. Ur pikol pezh bleiz a oa o yudal ouzh al loar. Ar c'hi a ziskordas da yudal truezus. B. Dre ast. (db. an dud) 1. Reiñ yudadennoù da glevet. Tud a oa oc'h en em gordañ gant ar boan hag o yudal. [1954] [...] kaer am boa gouelañ, difronkal ha yudal [...]. & Trl. Yudal gant ar vizer : bezañ paour-tre. 2. Leñvañ. Droug am eus bet, met ne'm eus ket yudet. HS. krial. C. Dre heveleb. 1. (db. an avel) [1925, 1944] C'hwezhañ en ur drouzal. An avel viz a yude war-dro ar gwez bras. 2. (db. an ardivinkoù, ar bannadelloù) Ober un trouz damheñvel ouzh ur yudadenn. Klevet a raed an hanocherez o yudal. An tennoù a yude, ar maezioù a dregerne. II. V.k.e. ROUEZ (en danevellañ dieeun) Termen a dalvez da c'heriañ e lavarer komzoù a vouezh uhel. « Boulc'hast ! » a yud ar Beuzeg, « kouezhet on en ur poull ! ».

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

yudal

1499
Daveenn : LVBCA p204

yudal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg hurler

yudet

1850
Daveenn : GON.II pg iuda et iudal (hurler, en parlant de chiens et des loups. rugir, en parlant du lion, du tigre. - ronfler, en parlant d'objets matériels. HV. en Vannes, "udein". Part.)

Al loar eo a laka ho ki da yudañ.

1850
Daveenn : GON.II pg iuda (c'est la lune qui fait hurler votre chien).

udiñ

1850
Daveenn : GON.II pg iuda et iudal (hurler, en parlant de chiens et des loups. rugir, en parlant du lion, du tigre. - ronfler, en parlant d'objets matériels. HV. en Vannes, "udein"), pg udein (voyez "iuda").

yudañ

1850
Daveenn : GON.II pg busella, pg iuda et iudal (hurler, en parlant de chiens et des loups. rugir, en parlant du lion, du tigre. - ronfler, en parlant d'objets matériels. HV. en Vannes, "udein"), udein

yudal

1850
Daveenn : GON.II pg iuda et iudal (hurler, en parlant de chiens et des loups. rugir, en parlant du lion, du tigre. - ronfler, en parlant d'objets matériels. HV. en Vannes, "udein").

Eno weloc'h tud kalonek, / Falc'het evel geot ar foenneg ; / O daoulagad leun a zaeloù, / Oc'h hirvoudiñ o c'halonoù, / O yudal, torret o ezel : — « Gwell eo bevañ evit mervel !

1867
Daveenn : MGK p68

« Ma ne c'hell ho pried kaout ar peoc'h ur pennad, / Petra raio neuze, lavarit, meveloù ? Da dennañ o alan[,] mar savont o fennoù, / Emaoc'h outo raktal o yudal a-bouez-penn ! »

1867
Daveenn : MGK p76

— Hag i dezho arc'hant, leve, danvez, madoù / Ouzhpenn an hanter re evit o ezhommoù, / Hep sellet oc'h ar paour a zo en o c'hichen / Gant naon du o c'hlaouriñ, o c'hlaouriñ ken a yud, / Ar re-holl a dremen, ar re-se n'int ket tud, / Gwell ar chas evito.

1867
Daveenn : MGK p78-79

Pa lavaran edo Erwanig [o] c’hoari gant e gi, ne lavaran ket ar wirionez, rak, an trubard bihan, e c’hoari e oa chachañ war skouarn ar paour-kaezh ki ken na yude, ha, pa yude e gi, Erwanig a c’hoarzhe.

1877
Daveenn : EKG.I. p.147-148

— Da chaseal tud, enebourien ar Republik. Ne glevit-hu ket ur c’hi o harzhal ? — Eo, klevet a reomp er c’hi o harzhal, pe o yudal ; ne ouzomp ket kalz petra a ra. — Dioc’h e harzh, hennezh a zo ur c’hi chase.

1878
Daveenn : EKG.II p.26

Nemet da antronoz vintin, / E tro an treo[ù] war an tu-gin : / Chetu Fluteg krenn difunet, / O Yudal ‘vel un den daonet : / “Janed, Janedig, ma fried, / Ma sikouret, mar em c’haret !" /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

« Gouenn ar Gelted, un doue eo he c’hrouas, un doue hec’h engehentas, — En Amzer-gent, — Pa skede falz aour Eskios (2) en teñvalded an oabl, — Ma yude ar bleizi hag en em stlejent e-mesk dibourc’h ar c’hoadoù, — War askre yen an Douar. —

1923
Daveenn : SKET p.33

Pinvidik, o ! pinvidik, Izabel !… Pinvidigezh Izabel ?… Daou c’hir, yudal a reont an eil deus egile. Pinvidigezh ! gwevn-meurbet eo ar gir-se, en em astenn a ra adalek ar c’hastell beteg an ti-soul. Ha piv a nivero al leve a ra pinvidigezh un den glor[i]us ha piv an dienez a ra hini Izabel.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

An taoliou-mor, evel chas-bleiz, a yud en-dro d’ar c’hober.

1925
Daveenn : BILZ2 p.172

Ha pa yud, pa skrij an avel en drisoù, en obañchoù, ne vez ket brav kennebeut bezañ er vag, dindan ar glav, dindan strinkadennoù an tarzhioù-mor.

1925
Daveenn : BILZ2 p.104

An avel o yudal er gwez, ha, d’an noz, ur gaouenn o youc’hal en ur penngos derv bennak, ha me war va gwele, bemdez ha bemnoz oc’h hirvoudiñ.

1944
Daveenn : ATST p.41

N’ouzon nemet un dra : en amzer hiziv al loened a harzh, a c’hwitell, a vlej, a wic’h, a viaou, a hinno, a yud, a hud, a voud, a chilp, a glip, a goag, a c’hroag, a gan, a richan, a grougous, a roc’h, a doc’h, a soroc’h, a c’harm, a ragach, a c’hregach, a gloc’h, a youc’h, a razailh, a rizink, pep hini en e vod hag hervez e ouenn.

1944
Daveenn : ATST p.8

— « An neb a glask a gav, » a yude Job.

1944
Daveenn : ATST p.21

Hag, an eil goude egile, e savent o mouezh hag e krozent hag e yudent.

1944
Daveenn : ATST p.56

A-greiz-holl unan bennak a ziframmas ac’hanon a-ziwar ar gwele, ha setu me adarre war ar pondalez teñval-sac’h, douget d’an traoñ kaer am boa gouelañ, difronkal ha yudal ; un druez hepken, hervez m’am eus klevet goude digant meur a hini.

1954
Daveenn : VAZA p.45-46

Ha blejal, youc’hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunan, pep hini en e yezh, hag a-bouez-penn, ken ma veze o safar trec’h da voubou ar pedennoù, diskan ar c’hantikoù, soroc’h ken lies a votez o voustrañ poultr ha mein an hent bras, da n’eus forzh peseurt trouz all, ha zoken da vimbalaoñ ar c’hleier o vrallañ.

1954
Daveenn : VAZA p.54

Krial ha yudal a rae ar paourkaezh paotr, en un doare truezus, n'on ket gouest da avat da la[â]ret pe gant ar boan pe gant ar spont eo e rae kement-se ; moarvat ez eo dre ma rank unan bet flemmet gant un naer kaout kalz poan.

1985
Daveenn : DGBD p91

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial