Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. (db. an traoù) [1927] Holl a-gevret, en ur pezh hepken. Prenañ udb. a-drak. Ar foenn a vez gwerzhet a-drak. HS. a-vloc'h, a-vras. 2. En un taol krenn. Bountet en doa an nor a-drak. Mar kendalc'h da veilhañ en noz e kouezho klañv a-drak : e kouezho klañv da vat. 3. [1927] En dizurzh. II. (db. an dud) A-greiz-kalon. An daou zen yaouank-mañ zo a-drak an eil gant egile.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

a-drak

1927
Référence : GERI.Ern pg adrak (en bloc, ensemble ; en tumulte)

Ma kav, a-drak, e kouezh e soutanenn diwar e zivskoaz, hag e tiskouez e gorf noazh, e ene saotret, d'e genskolidi : - Tad, faziet am eus !...

1949
Référence : SIZH p.60

Met re ziwezhat e vijent bet o tihuniñ Tad kozh Fallières ha neb ’oa aet da gousket, rak ne badas ket pell ar burzhud-se, aet a-drak da get ken sioul ha ken prim ha ma voe ganet du-hont, pell-pell ha kaer am boa bremañ frotañ va daoulagad hanter drellet, netra ken ne welen nemet ar mor habask-tre bete pennig an dremmwel hag an oabl peurskarzhet gant e holl stered o lugerniñ, hervez ma krede din, kalz muioc’h eget a-ziagent.

1954
Référence : VAZA p.173

L'Office public de la langue bretonne