Ofis Publik ar Brezhoneg
Ma kav, a-drak, e kouezh e soutanenn diwar e zivskoaz, hag e tiskouez e gorf noazh, e ene saotret, d'e genskolidi : - Tad, faziet am eus !...
Met re ziwezhat e vijent bet o tihuniñ Tad kozh Fallières ha neb ’oa aet da gousket, rak ne badas ket pell ar burzhud-se, aet a-drak da get ken sioul ha ken prim ha ma voe ganet du-hont, pell-pell ha kaer am boa bremañ frotañ va daoulagad hanter drellet, netra ken ne welen nemet ar mor habask-tre bete pennig an dremmwel hag an oabl peurskarzhet gant e holl stered o lugerniñ, hervez ma krede din, kalz muioc’h eget a-ziagent.