1. GWECHALL.
(Impl. stank er c'hanaouennoù hengounel)
[1499, 1732, 1874, 1877, 1904] Gwiskamant paotred pe merc'hed.
[1732] Un abid er c'hiz. [1732] Marellañ un abid. [1732] Un abid glas. [1732] Abid lien. [1732] Galoñsañ un abid. [1732] Druzoni a zo kouezhet var va abid.
[1874] An Aotrou Koadrioù [...] en deus diwisket e abid aour, gwisket un abid lien paour. Diwiskañ, gwiskañ, ober un abid. Un abid nevez, nevez-c'hraet. Un abid kaer, paour. Un abid aour, kamolod, satin, seiz. Bezañ un abid dindanañ, dindani, gantañ, ganti. Perc'henn un abid. Un abid gris, gwenn, skarlek. Abidoù eus ar c'haerañ. Un abid du kañvoù : a wisker pa vezer e kañv.
&
Un abid fleur : zo bleunioù warnañ.
2. [1874] Lifre.
[1874] Abijoù gwarnizon. [1874] E abid hernaj a wiskas.
3. BREMAÑ.
Gwiskamant paotred a ya ur chupenn, ur bragoù, hag a-wechoù ur jiletenn, savet en hevelep danvez, d'e ober.
Référence :
GReg
pg clinquanter (charger un habit de clinquant)
sevel un abid
1732
Référence :
GReg
pg coupper (un habit chez le marchand)
troc'hañ danvez un abid
trouc'ha danvez un abid
1732
Référence :
GReg
pg coupper (un habit chez le marchand)
sevel un abid
seoüel un abyd
1732
Référence :
GReg
pg coupper (un habit chez le marchand)
saviñ un abid
saoüeiñ un abyd
1732
Référence :
GReg
pg coupper (un habit chez le marchand)
e abid a ioa goloet gant ar broder
e abid a yoa goloët gant ar broudëur
1732
Référence :
GReg
pg (son habit étoit) couvert (de broderies)
an aotrou Koadrioù en deus graet, ar pezh na raje aotrou ebet; en deus diwisket e abid aour, gwisket un abid lien paour, gwisket un abid lien leien, 'vit mont da di e vererien
Ann aotro Koadriou hen eûs grêt 'r pez na raje aotro a-bet, 'n eûs diwisket he abit-aour, gwisket un abit lienn paour; gwisket un abit lienn leoienn, 'wit mont da di he vererrienn
1874
Référence :
GBI.II
p228
Delande 'vel m'en deus klevet, abijoù gwarnizon en deus gwisket ha 'trezek Plouilio eo aet gant nav pe dek eus e baotred
Delande 'vel m'hen deûs klewet, abijo gwarnizon 'n eûs gwisket ha trezeg Plouillo eo êt gant nao pe dek euz e botred
1874
Référence :
GBI.II
p212
deuit-c'hwi ganin-me d'ar c'hambrjoù da choaz ar c'haerañ ma abijoù
deut-c'hui ganen-me d'ar c'hambrjo d' choaz ar c'haera ma abijo
1874
Référence :
GBI.II
p374
digasit-c'hwi ganeoc'h ma abijoù kaerañ ha lakait anezhe da'm c'hoarig yaouankañ
digaset-c'hui ganec'h ma abijo kaera, ha laket aneze d'am c'hoarig iaouanka
1874
Référence :
GBI.II
p8
degasit-c'hwi ganeoc'h ma abit seiz gaerañ 'vit ma vin mistr ha moan da vonet dirazañ
digaset-c'hui ganec'h ma abit sei-gaera, 'wit ma vinn mistr ha moan da vonet dirazhan
1874
Référence :
GBI.II
p8
e-maez an ti e sortias, e abid paour a diwiskas
e-mêz an ti e sortias, e abit paour a diwiskas
1874
Référence :
GBI.II
p238
endani un abid fleur ampez
endan-hi un abit fleur ampez
1874
Référence :
GBI.II
p58
aet eo aze d'al leur nevez, Fieka Kalvez eus e gostez, gante pep a abid nevez, bravañ daou den yaouank o vale
et eo aze d'al leur-newe, Fiekka Kalvez eus e goste, gant-hé peb a abit newe, braoa daou den iaouank 'vale
1874
Référence :
GBI.II
p468
hag am bo daouzek krouadur, hag holl diwar an avantur; me 'm bo dezhe abid satin gwenn, o c'haso d'ar skol en ur vandenn
hag am be daouzek krouadur, hag holl diwar ann avantur; me 'm bô d'hê abit satinn-gwenn, ho c'haso d'ar skool 'n ur vandenn
1874
Référence :
GBI.II
p226
hag eñ hag o lâret neuze : me 'garfe kaout an abid-se ; an abid-se hag he ferc'henn a zo e-kreiz ma gourc'hemenn
hag hen hag o lâret neuze : me 'garrie kaout ann abit-ze ; ann abit-ze hag he ferc'henn a zo en kreis ma gourc'hemenn.
1874
Référence :
GBI.II
p528
hag it da gerc'hat din ma abid du kañvoù
Hag it da gerc'had d'inn ma abit du kanvo
1874
Référence :
GBI.II
p560
hoc'h abid inkarnal, ho tantelez arc'hant
Hoc'h abit inkarnal, ho tantelez arc'hant
1874
Référence :
GBI.II
p12
kaeroc'h eo da abit, ma ostiz, evit ma hini, ha me markiz
kaeroc'h ê da abit ma hostis wit ma hini ha me markis
1874
Référence :
GBI.II
p468
kemenerien am eus ivez d'ober din un abid nevez; d'ober din ur gotilhonenn hag a goust pemp skoed ar walenn
kemenerrien am eûs iwe, d'ober d'in un abit-newe; d'ober d'in ur gotillonenn hag a goust pemp skoed ar walenn
1874
Référence :
GBI.II
p262
ken a lampe al laezh war hec'h abid satin
Ken a lampe al leas war hec'h abit satinn
1874
Référence :
GBI.II
p562
leal, aet eo d'al leur nevez, an hini a gar eus he gostez, indani 'n abid satin gwenn; Doue, bravañ da femelenn; indanañ 'n abid satin gris; bravañ den yaouank a welis
leall êt eo d'al leur-newe, ann hini 'gar eus he goste, indan-hi 'n abit satin-gwenn, Doue, braoa da feumeulenn; indan-han 'n abit satinn-gris, braoa den iaouank a welis
1874
Référence :
GBI.II
p480
m'he gwel o vont traoñ gant ar ru, ganti un abid satin du
m'hi gwel o vont traon gant ar ru, gant-hi un abit satinn du
1874
Référence :
GBI.II
p300
mar gwiskomp hon abid satin gwenn, ni 'vo en Lannuon evel div fleurenn, mar gwiskomp hon abid satin bleuñv, mar kollomp hon enor hor bo keuz
Mar gwiskomb hon abit satinn-gwenn, ni 'vô 'n Lanhuon 'vel diou fleurenn, mar gwiskomb hon abit satinn-bleun, mar kollomb hon enor hor bô keun
1874
Référence :
GBI.II
p150
me 'breno dezhi un abid seiz gwenn, hi a eurejo bremañ-souden
Me 'breno d'hei 'n abit sei-wenn, hi eurejo breman soudenn
1874
Référence :
GBI.II
p100
p'ae kloareg 'r Glaouiar d'ar marv, mont 'rae en ur gwiskamant vrav; indanañ zo un abid wenn hag un tog kastor war e benn
p'ee kloarek ar Glaouiar d'ar maro, mont 'ree en ur gwiskamant vrao; indann-hann 'zo un abit wenn, ha gun tok kastor war e benn
1874
Référence :
GBI.II
p422
Pegement a goust deoc'h ar walenn dimeus hoc'h abid kamolod gwenn?
Pegement a goust d'ac'h ar walenn dimeus hoc'h abit kamolot-gwenn?
1874
Référence :
GBI.II
p450
Pegement eo koustet ar walenn deoc'h dimeus hoc'h abid kamolod glas?
Pegement ê koustet ar walenn d'ac'h dimeus hoc'h abit kamolot glaz ?
1874
Référence :
GBI.II
p450
Pelec'h emañ Godig ar Senesal, pa n'emañ war ar ru o vragal, indani un abit skarlal
pelec'h 'man Godig 'r Senechal, pa n' 'man war ar ru o vragal, indan-hi un abit skarlal
1874
Référence :
GBI.II
p424
'sa demat deoc'h berjerenn gant hoc'h abid inkarnal
Sa demad d'ac'h, berjerenn, gant hoc'h abit inkarnal
1874
Référence :
GBI.II
p12
un abid manac'h he deus gwisket
Un abit manac'h d-eùs gwisket
1874
Référence :
GBI.II
p552
un abid paour en deus gwisket evit mont er bloaz-mañ da glask e voed
un abit paour hen eùs gwisket 'wit mont er bloaz-man d' glask he voed
1874
Référence :
GBI.II
p236
'n aotrou Delande pa glevas, e abid hernach a wiskas, e abid hernachet n'eus gwisket, 'trezek Plouilio ez eo aet
'Nn aotro Delande pa glewas, he abid hernach a wiskas, he abid hernachet 'n eûs gwisket, Trezeg Plouillo ez eo êt
1874
Référence :
GBI.II
p. 204
ur werz nevez a zo savet, d'ur plac'hig yaouank ec'h eo graet; he deus bet un abid lien gwenn a gouste pemp skoed ar walenn. Pa oa an abid nevez graet, d'ar plac'hig yaouank eo plijet
ur werz newez a zo savet, d'ur plac'hik iaouank hec'h eo grêt; 'd-eùs bet un abit lienn-gwenn a gouste pemp skoed ar walenn. Pa oa an abit-newe grêt, d'ar plac'hik iaouank eo plijet.
1874
Référence :
GBI.II
p528
Ur palefarzh mezher eus an abid nevez am eus graet, bremañ eus un nebeud amzer, da vab Batist an Danteg da vont da bardon Gwengamp ; ur voalennad rubanoù seiz diwar dilhad eured merc’h an Aoutroù de Treveret, hag un daouzek pe drizek tamm all diwar-goust n’ouzon dare piv.
Eur palefarz mezer euz an habit nevez am euz great, breman euz eun nebeut amzer, da vap Batist an Dantec da vont da bardoun Guengamp ; eur voalennad rubanou zeiz divar dillad eured merc’h an Aoutrou de Treveret, hag eun daouzek pe drizek tamm-all divar goust n’ounn dare piou.