1. [1499, 1659, 1850, 1904, 1927, 2015] Hollad an amezeien.
[1850] N'eus ket pell emañ en hon amezegezh. [1850] Ne zarempredan ket ma amezegiezh.
[2015] Evit kaout darempredoù mat gant an amezegezh pe dre ma'z eus bet desket deomp er gêrreizh bezañ seven gant ar geodedourion, kerzh da c'houzout.
2. Dre ast.
[1931] Trowardroioù.
[1931] Bezañ en amezegiezh eus udb.
Kalz a reier zo en he amezegezh. Resev a ra alies en e di tud eus e amezegezh.
HS. amen, ardremez, biojoù.
Etre Nemobitus hag Aedobitus en em gave Vindobitus (1) « ar bed gwenn, kaer pe wenvidik » a zigemer luc’h ha gwrez Aedobitus hag a oa distanet ennañ al luc’h hag ar wrez-se dre amezegiezh Nemobitus.
Etre Nemobitus hag Aedobitus en em gave Vindobitus (1) « ar bed gwenn, kaer pe wenvidik » a zigemer luc’h ha gwrez Aedobitus hag a oa distanet ennan al luc’h hag ar wrez-se dre amezegiez Nemobitus.
1923
Référence :
SKET
p.28
Gwell d’ar re a garan amezegiezh arzhed, bleizi ha naered eget amezegiezh ar re-se !
Gwell d’ar re a garan amezegiez arzed, bleizi ha naered eged amezegiez ar re-ze !
1924
Référence :
SKET.II
p.63
amezegiezh
amezegiez
1927
Référence :
Geri.Ern
pg amezeg
bezañ en amezegiezh eus
beza en amezegiez eus
1931
Référence :
VALL
pg avoisiner
Goude un nozvezh a ziskuizh e tiskouezas Poulpiked dimp un nebeud mereurioù en amezegiezh : kalz a gemm a gavis etre ar beizanted amañ ha re ma bro.
Goude eun nozvez a ziskuiz, e tiskouezas Poulpiquet d'imp eun nebeut mereuriou en amezegiez : kalz a gemm a gavis etre ar beizanted amañ ha re ma bro.
1944
Référence :
EURW.1
p75
Evit kaout darempredoù mat gant an amezegezh pe dre maz eo [sic, eus] bet desket deomp er gêrreizh bezañ seven gant ar geodedourion, kerzh da c'houzout.