a-dra-sur
Hennezh eo, a-dra-sur, ar menoz a zeu da gentañ d'ar spered.
Pa'z aen da graoña en-dro d'ar Buenoù, he c'haven en ur prad o vaesa he saout, hag azezet en he c'hichen e-pad eurvezhioù a gaven berr, e konten dezhi netraigoù, e raen dezhi cherisoù ; evel daou labous digabestr dindan heol an neñvoù, ne wele hini ac'hanomp, a-dra-sur, droug ebet er blijadur a gemeremp oc'h en em gavout e kuzh ouzh an holl.
Eil pec'hed graet ganeoc'h : ur pec'hed a lontegezh. Dav eo debriñ, a-dra-sur ; maget e rank ar c'horf bezañ. Reiñ dezhañ, avat, dres ar pezh a zo ret. Moarvat n'ho poa ket da zioueriñ e ti ho kerent, ha d'ho lontegezh eo, - pec'hed al loen mut ! - e raec'h bod, pa 'z aec'h da skrapañ frouezh hoc'h amezeien.
Roet e vez, a-dra-sur, d'an neb en deus an enor da sevel betek ar Velegiezh, plas an Aotrou Krist, end-eeun, war an douar, hag ar galloud zoken da liammañ ha da ziliammañ ar pec'hedoù.
Ur vignoniezh speredel, ya ! a-dra-sur. Skouerioù a zo bet, ur voem, eus ar seurt darempredoù etre ar Sent o-unan.
Aes a-walc'h e oa evit an Ao. Utterson, a dra sur, o vezañ ma eztaole nebeut-tre e drivliadoù, ha gant e vignoned zoken e hañvale e zarempredoù bezañ soliet war an hevelep madelezh c'hougemerus.
Pa zeraou chantele Sant-Kaourintin da sevel diwar an douar, gant poan hag amzer, adalek ar bloavezhioù 1240, ez eus anezhañ a ranker lavarout, n'eo ket ar chanter gotek kentañ-holl e goueled Breizh marteze, met an hini kentañ war an ampl a-dra-sur.
E zanvez bras e lakae, a-dra-sur, e surentez.
Trec'hiñ a rankomp ober, a dra-sur, kuit a wastañ hon buhez o paeañ bitrakoù a vez leun-kouch hon tier gante.
Mots précédents
Mots suivants
a-dre