sur
Toue sur !
« Sur on kontant, Job, peogwir ez a mat-kenañ an traoù. »
Ha koulskoude, ar re-mañ a oa peizanted, da welout, ha re c'hros c'hoazh, gant togoù plat, chupennoù berr, bouteier didach ; mar bijent bet tud ar c'hêrioù, n'em bije ket kavet drol na ouijent ket a vrezhoneg mes ar re-mañ a oa reuzeudik a-walc'h, holl en teirvet pañsion, paouroc'h e oant, sur-mat, eget ar vrezhonegerien.
N’em eus ket a soñj ken petra o doa respontet, mes, sur, o doa graet d’o c’herent ur respont faos, rak ar wirionez en o genou a oa un dra souezhus evel pempvet troad ar maout.
— « Hum ! digristen e vefe, kazi sur. »
- Ur servij a bouez bras am eus da c'houlenn diganit, Sezni. Va devezh diwezhañ eo diskenn en iliz. Bez [sic] ar vadelezh da vont, fenozh [sic, fenoz], em flas, d'ober un taol-skub d'an chantele, ha da ziboultrennañ an aoterioù ! - A wir galon vat ! Mont a rin, sur...
Norman eo ar framm sur, dre-benn d'ar voger dev a ya drezi daou dremen diabarzh, unan a-us ar peulioù bras, unan all e traoñ ar prenestrier uhelañ, dre-benn d'ar prenestrier ha na ya ket ganto holl an ichoù a zo dindan ar volz.
Restajoù mat zo mat da gaout ! en doa lavaret Bernez. Ya ! Sur ! he doa respontet Soaz.