sur
suroc'h
derc'hel evit sur
dalc'het evit sur
evit sur
sur
sur ha serten
— « Me ’lavar deoc’h un dra : va eontr a zo kouezhet er stêr vras hag a zo beuzet. N’eus netra suroc’h. »
Neuze e oad sur da gaout pep hini e hini.
Ker sur hag emaon amañ dirazoc’h, ar pakad-se a zo un den beuzet !…
Avi a savas er breur Arturo a [ouzh] fiziañs disaouzan e geneil. Nemet hemañ, ken sur ha tra, n'oa ket bet en em gavet gantañ ur Balmira war e hent.
Ya ! peadra 'zo da vont foll, / Ha ganto, sur, ar penn da goll !
N'on ket evit asuriñ e oa Bouet ur Breizhad, met sur-mat e ranke bezañ kalz Bretoned ouzh e heul pa savas trevadenn ar Gabon, ha marteze e c'hellfe bezañ en e amzer dija e oa bet anvet "Pointe des Bretons" ar c'horn eus Louis on bet o chom ennañ.
Sur omp da nebeutañ n'eo ket bet lazhet evit diyalc'hañ anezhañ.
Ar pezh a zo sur avat, ne vo ket graet bravoc'h pe viloc'h ouzhoc'h hervez ma'z oc'h difeuls ha doujus pe get.
Lonket o deus louzoù kousket gant ar vodka. An doare surañ da vervel sioul e-kreiz da gousk.
Da lâret eo ez eus 4 euvezh -mui-pe-vui, diouzh ar c'houlz ma krogont da vuzuliañ an amzer – kerkent ha kabestret an den sañset- gant ar boliserien -hag a zo sañset diskouez o c'hartenn, pe ur vrec'henn da nebeutañ, pa c'halvont [harzont] ac'hanoc'h ma n'int ket gwisket gant o lifre- evit bezañ sur deus hoc'h identelezh... ha deus traoù ouzhpenn ma fell dezhe !
N'on ket sur da vat met evit ar c'hentañ gwel ne soñj ket din ez eo bet lazhet a-dost-kaer.