Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. (db. an traoù) [1499, 1677, 1732, 1985, 2015] N'eus riskl ebet en abeg dezhañ, pe ennañ. Sur eo an amzer : ne gemm ket. Kavet en doa repu en ul lec'h sur. HS. diarvar, diogel, diriskl, dizañjer. 2. Zo anezhañ hep mar. [1909] Setu un hent berroc'h, an dra-se zo sur. Kement-se zo sur. N'eo ket ken sur-se. [1909] Sur ha serten : peursur. [1944] Ker sur hag emaon amañ dirazoc’h, ar pakad-se a zo un den beuzet !… II. Doar. Trl. BEZAÑ SUR EUS (UDB.) : gouzout ez eo gwir an dra-se. Me zo sur eus ar pezh a lavaran. Ha sur out ez eo an hevelep den ? Eno ne vezer ket sur eus e vuhez. & (hep rener) Sur eo e vo glav bremaik.

Skouerioù istorel : 
29
Kuzhat roll ar skouerioù

sur

1499
Daveenn : LVBCA p190 (seur)

M. Pa bidit hoc'h Ael Gardian, pe orezon a leveret-hu ? Ael Doue, pa'z oc'h deputet / Ouzh an ezrevent da'm miret, / Grit, m'ho supli, ker mat dever, / Na hallint netra em c'heñver; / Grit din ker sur kompagnunezh, / Ma finisin mat ma buhez.

1677
Daveenn : Do. p21-23

suroc'h

1732
Daveenn : GReg pg assuré, authentique (qui merite que l'on y ajoûte foi)

surañ

1732
Daveenn : GReg pg assuré, authentique (qui merite que l'on y ajoûte foi)

ez sur

1732
Daveenn : GReg pg assurément

lakaat e lec'h sur

1732
Daveenn : GReg pg assurer (assurer, mettre en lieu de sureté)

lakaet e lec'h sur

1732
Daveenn : GReg pg assurer (assurer, mettre en lieu de sureté)

derc'hel evit sur

1732
Daveenn : GReg pg assurer (s'assurer, tenir pour certain)

dalc'het evit sur

1732
Daveenn : GReg pg assurer

bezañ sur eus a ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg assurer (s'assurer de quelqu'un)

bet sur eus a ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg assurer

evit sur

1732
Daveenn : GReg pg assurément, certainement (certes)

sur

1732
Daveenn : GReg pg assuré (sur), assurément, fixe (déterminé, arrêté.)

un demeurañs sur

1732
Daveenn : GReg pg fixe (Une demeure fixe.)

sur ha serten

1909
Daveenn : BROU p. 426

— « Me ’lavar deoc’h un dra : va eontr a zo kouezhet er stêr vras hag a zo beuzet. N’eus netra suroc’h. »

1944
Daveenn : ATST p.15

Plijout a rae dezhañ ar c'hezeg, ha kazi sur en dije 'n em c'hraet ul lec'h en arme, panevet e tegouezhas d'e dad mervel e 1859, ha Glaoda, « mab henañ intañvez » a voe, en akord gant al lezenn neuze, disoudardet, ha lavaret dezhañ distreiñ d'ar gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p10

Neuze e oad sur da gaout pep hini e hini.

1944
Daveenn : EURW.1 p45

Sur a-walc'h o doa truez ouzhin.

1944
Daveenn : EURW.1 p84

Da stourm hor boa ouzh brizhsoñjennoù aotrounez diwezhat, hag ouzh beleien disfizius, ne oant ket sur petra ‘oamp o klask.

1944
Daveenn : EURW.1 p.206

Ker sur hag emaon amañ dirazoc’h, ar pakad-se a zo un den beuzet !…

1944
Daveenn : ATST p.14

Avi a savas er breur Arturo a [ouzh] fiziañs disaouzan e geneil. Nemet hemañ, ken sur ha tra, n'oa ket bet en em gavet gantañ ur Balmira war e hent.

1949
Daveenn : SIZH p.56

Ya ! peadra 'zo da vont foll, / Ha ganto, sur, ar penn da goll !

1960
Daveenn : PETO p11

N'on ket evit asuriñ e oa Bouet ur Breizhad, met sur-mat e ranke bezañ kalz Bretoned ouzh e heul pa savas trevadenn ar Gabon, ha marteze e c'hellfe bezañ en e amzer dija e oa bet anvet "Pointe des Bretons" ar c'horn eus Louis on bet o chom ennañ.

1985
Daveenn : DGBD p53

Sur omp da nebeutañ n'eo ket bet lazhet evit diyalc'hañ anezhañ.

2015
Daveenn : EHPEA p37

Ar pezh a zo sur avat, ne vo ket graet bravoc'h pe viloc'h ouzhoc'h hervez ma'z oc'h difeuls ha doujus pe get.

2015
Daveenn : DISENT p105

Lonket o deus louzoù kousket gant ar vodka. An doare surañ da vervel sioul e-kreiz da gousk.

2015
Daveenn : EHPEA p13

Da lâret eo ez eus 4 euvezh -mui-pe-vui, diouzh ar c'houlz ma krogont da vuzuliañ an amzer – kerkent ha kabestret an den sañset- gant ar boliserien -hag a zo sañset diskouez o c'hartenn, pe ur vrec'henn da nebeutañ, pa c'halvont [harzont] ac'hanoc'h ma n'int ket gwisket gant o lifre- evit bezañ sur deus hoc'h identelezh... ha deus traoù ouzhpenn ma fell dezhe !

2015
Daveenn : DISENT p163

N'on ket sur da vat met evit ar c'hentañ gwel ne soñj ket din ez eo bet lazhet a-dost-kaer.

2016
Daveenn : BARDF p. 60

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial