1. (db. an dud, an darvoudoù)
N'eo ket asur.
2. (db. ar saviadoù)
Na ouzer ket war be du e troy, pegeit emañ da badout.
Ur stad diasur. Honnezh eo an disterañ hag an diasurañ lodenn eus ma buhez. Pep tra zo diasur en amzer emaomp o ren.
HS. bresk.
&
Trl.
Bevañ en diasur : hep bezañ sur eus netra a-zivout an dazont.
[1877] O ! emezañ, ne ouzont ket emaon amañ, gwell a-se ! Evelato, amañ emaon en diasur [...].
3. (db. al lec'hioù)
Na vezer ket e surentez ennañ.
Diasur eo mont gant an hent-se. Diasur e kave e lojeiz.
DHS. dañjerus.
ES. diogel.
HS. arvarus.
4. Dre ast.
Forc'hellek.
Ur skrid diasur.
ES. asur.
Siwazh ! den n’her goar, rak an amzer a zo diasur.
Siouaz ! den n’her goar, rak an amzer a zo diasur.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.99
O ! emezañ, ne ouzont ket emaon amañ, gwell a-se ! Evelato, amañ emaon en diasur ; un tamm c’hoant hepken da gas ganto unan eus va moc’h a zo a-walc’h evit va diz[o]leiñ.
Oh ! emezhan, ne ouzount ket emaoun aman, guell aze ! Evelato, aman emaoun en diasur ; eun tamm c’hoant ebken da gas gantho unan euz va moc’h a zo avoualac’h evit va dizelei.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.127
Eno e oa kuzhet an Aotrou Poullaoueg. Evelato n’edo ket en e aez : diasur e kave e lojeiz ha c’hoant tremen da Vro-Saoz en doa.
Eno oa kuzet an Aoutrou Poullaouec. Evelato n’edo ket en he eaz : diasur e kave he lojeiz ha c’hoant tremen da Vro-Zaoz en doa.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.211
strivoù bras hag anat a reas evit kemer kalon, hag e skoas diasur e zorn avat, ouzh dor ruz bourellet ar gambr-studi.
2012
Daveenn :
DJHMH
p.64
Feuls-kenañ evite [ar stourmerien difeuls] hag evit Mab-den eo ar fed mac'hañ estrañjourien e-barzh kampoù, da gas anezhe kuit ha lakaat diasur o buhez.