Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Perzh udb. zo sur. 2. Lec'h pe blegenn dizañjer. Chom e surentez. DHS. diogel. & Trl. Kemer e surentez : bezañ war evezh. DHS. diogelroez. 3. Surentez sokial : kedskor.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

surentez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sureté

surentez

1732
Daveenn : GReg pg assurance (fureté, précaution)

Akordet voa bet d'an hugunoded gant an Edit a Naoned, meur a faver evit o surentez, hag evit egzersiñ o falslezenn ; hogen seizh vloaz ha pevar-ugent goude ez voa dre un eurvad, torret an edit forset ha domajus-se.

1732
Daveenn : GReg pg (il étoit permis aux prétendus reformez par l') Edit (de Nantes l'an 1598, de &c. mais il a été heureusement revoqué en 1685)

Nemet, trelatet gant rec’hoantegezh d’ar gounid ha da vadoù ar bed-mañ, a-wel da gaout dezho o-unan, distriv-kaer, glad ha surentez, e trojont kein a-ratozh d’al Lezenn, e lakjont dindan dreid ar gourc’hemennoù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.89

surentez

1931
Daveenn : VALL pg assurance

Aze hon eus ur surentez, ha n'eo ket ur surentez ijinet, se 'zo ur surentez fetis, ya, fetis... a c'heller arnodiñ

2007
Daveenn : KASTE p187

Lakaat a refont e pleustr doareoù surentez dreistordinal kuit a vezañ goulennataet gant ar stourmerien...

2015
Daveenn : DISENT p82-83

Pouezus-bras eo o surentez, o aezamant hag ar skeudenn roet dioute o-unan eta.

2015
Daveenn : DISENT p101

Pouezus eo e vefe ar stourmerien en o bleud evit o surentez... koulz hag evit o flijadur da stourm.

2015
Daveenn : DISENT p112

Ober a reont ivez war-dro surentez an darvoud : n'eo ket ken techet ar boliserien da vezañ feuls pa welont kameraioù pe binvioù-foto tro-dro dezhe.

2015
Daveenn : DISENT p117

An dañjerioù a c'hallfe bezañ evit a sell ouzh surentez ar stourmerien, an dud a vo war al lec'h koulz hag an enebourien -n'eus ket anv da lakaat hini pe hini en arvar- abalamour da draoù lemm a vefe aze, d'an torosennadur digompez, da draoù zo a vefe gwall dener, d'ar fed e vefe prenester pe un islonk bennak nepell alese...

2015
Daveenn : DISENT p75

E straed Pireós ez eo stankoc'h an tremenerezh ha pa erruomp a-geñver Kef ar Surentez Sokial ez eo ret deomp gorrekaat.

2015
Daveenn : EHPEA p17

Ar gartenn-bivelezh a zo bet debaret gant Rann ar Surentez e Pangrati.

2015
Daveenn : EHPEA p37

E zanvez bras e lakae, a-dra-sur, e surentez.

2015
Daveenn : POLDG p. 224

Gallout a ra Yann Stourmer dibab riskloù bras evitañ avat, pa vefe war tachenn e labour, e zarempredoù gant tud all, e yec’hed pe e surentez zoken.

2015
Daveenn : DISENT p65

Soursial a reont eus ar surentez, deus an efedusted koulz ha deus ar skeudennoù.

2015
Daveenn : DISENT p102

En e goazez emañ, sonn e gein, en ur gador-vrec'h, etre an daou gafedi, ha paret eo e zaoulagad war ar wazourion surentez a zo o wiriañ ar c'hartennoù lestrañ.

2016
Daveenn : BARDF p. 178

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial