Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. (db. an darvoudoù) N'eus douetañs ebet war e zivout. Asur eo ar c'heloù-se. Un dra asur eo e teuy hiziv. 2. (db. an dud) N'eus douetañs ebet war e spered. Bez' e c'hallit bezañ asur. [1955] Da skouer, ken asur e oan ur wech da gaout va arc’hant, pe d’an nebeutañ an hanter lodenn dioutañ, m’am bije lakaet e klaoustre ouzh ur c’hornedad butun va c’hwec’h-kant lur da zont. HS. didrabas. 3. (db. an dud) Start en e gredennoù, en e vennozhioù. Un den asur eo. HS. kadarn. 4. (db. an dud, an traoù) A c'haller kontañ warnañ. Kavout ur repu asur e ti ur mignon. 5. (db. an dud, an traoù) Gwarezet mat, e surentez. Asur eo ar foenn er c'hrañj. II. Adv. 1. Diogel. Kredit asur. 2. G. pouez. (goude un ag.) Termen a dalvez da greñvaat ster ar ger a lakaer dirazañ. Louzoù mat-asur ouzh ar boan-benn. HS. diogel, sur.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

disput war un dra ned eo ket asur

1732
Daveenn : GReg pg controverse

Kepler a zalc'h evel un dra asur, penaos emañ an oabl steredet dreisomp ouzhpenn c'hwec'h-kant gwech kant mil lev.

1732
Daveenn : GReg pg firmament (Kepler soûtient que le Firmament est éloigné de nous, de plus de soixante millions de lieuës.)

asur

1732
Daveenn : GReg pg assuré (assuré, certain), acide, aigret, authentique (qui merite que l'on y ajoûte foi), certain (constant, veritable, assuré), fixe (déterminé, arrêté.)

asuroc'h

1732
Daveenn : GReg pg assuré, acide, aigret, authentique (qui merite que l'on y ajoûte foi), certain (constant, veritable, assuré)

asurañ

1732
Daveenn : GReg pg assuré, acide, aigret, authentique (qui merite que l'on y ajoûte foi), certain (constant, veritable, assuré)

derc'hel evit asur

1732
Daveenn : GReg pg assurer (s'assurer, tenir pour certain)

dalc'het evit asur

1732
Daveenn : GReg pg assurer

asurañ

1732
Daveenn : GReg pg certain (constant, veritable, assuré)

un demeurañs asur

1732
Daveenn : GReg pg fixe (Une demeure fixe.)

Mard eo mat an holl alioù, an Arouezvarz a skrivo d'ar geder emañ e c'houlenn en hent mat, hag eo mat dezhan dont d'ar Gorsedd digor dre m'eo 'gozik asur da dremen Awenez.

1909
Daveenn : REZI p. 12

asur

1931
Daveenn : VALL pg assuré

fiziañs asur

1931
Daveenn : VALL pg assurance (croyance assurée, confiance)

Da skouer, ken asur e oan ur wech da gaout va arc’hant, pe d’an nebeutañ an hanter lodenn dioutañ, m’am bije lakaet e klaoustre ouzh ur c’hornedad butun va c’hwec’h[-]kant lur da zont.

1955
Daveenn : VBRU p.10-11

N'ouzon netra, kabiten ker, / Diwar e benn nag e pe gêr / E kav an diboell bod ha boued / Ha repu asur diouzh ho roued.

1960
Daveenn : PETO p37

Dre goude, e c'houlennas, un tamm mat asuroc'h e vouezh endeo : "Hag ur werenn dereziet hoc'h eus ?"

2012
Daveenn : DJHMH p. 87

Ofis publik ar brezhoneg