M. Peur e tleer e ober-eñ [sin ar groaz] ? D. Diouzh ar mintin pan saver, diouzh an noz pan aer da gousket, pan antreer en Iliz, goude kemeret dour benniget, pan komañser pediñ Doue, pan kemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pan en em gaver en un dañjer bennak, aotramant seziet gant un aon pe ur spont.
M. Pet zo a'n euvroù a drugarez ? D. Seizh spirituel ha seizh korporel. M. Livirit an re spirituel. D. 1. Kelenn an re ignorant. 2. Korrijañ an re a fazi. 3. Reiñ kuzul mat d'an re o devez ezhomm. 4. Koñsoliñ an re dezolet. 5. Dougen pasiantamant an injuroù. 6. Pardoniñ an ofañsoù. 7. Pediñ evit an re vev hag an re varv hag evit an re a zeu d'hon persekutiñ. M. Livirit an re gorporel. D. 1. Reiñ da zebriñ d'an beorien o devez naon. 2. Reiñ da evañ d'an re o devez sec'hed. 3. Gwiskañ an re noazh. 4. Delivrañ an brizonerien. 5. Vizitañ an re glañv. 6. Lojañ an belerined hag an estrañjerien. 7. Enteriñ an re varv.
M. Peur e renker e [sin ar groaz] ober ? D. Diouzh ar mintin pa saver, diouzh an noz pa ez eer da gousket, pa antreer en iliz, goude bezañ kemeret dour binniget, pa gomañser da bidiñ Doue, pa gemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pa en em gever en un dañjer bennak, peotramant seziet / gant un aon pe ur spont bennak.
Mots précédents
Mots suivants
euvradur