Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1499, 1576, 1622, 1677, 1732] Ober.

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

euvr

1499
Daveenn : LVBCA p74 (oeuure)

Pe ivez ar ger-mañ Katell a dalv kement da lavaret evel 'catenula' eleze ur chadennig rak homañ dre euvroù mat pe dre hini ez eo pignet bede an neñv pehini chadenn pe skeul he deveus peder bazenn.

1576
Daveenn : Cath p3

ar gentañ [eus peder bazenn skeul an neñv] eo inosanted hec'h holl euvroù[,] an eil eo naeteri a galon[,] [an] drede eo disprizañs a vanite[,] ar bedervet eo gwirionez a gomzoù; pere degrezioù a laka an profet diouzh renk ouzh lavaret : Piv a bigno e menez an Aotrou, etc. ?

1576
Daveenn : Cath p3-4

M. Pet tra zo neseser d'ar C'hristen evit e silvidigezh ha da arruout en e fin ? D. Pevar : Feiz, Esperañs, Karantez, hag euvroù mat.

1622
Daveenn : Do. p10

M. Petra eo ar pevare tra neseser d'ar C'hristen ? D. An euvroù mat, rak goude ma'z eo deuet den en oad a ziskresion, ar Feiz ne brofit dezhañ netra hep an euvroù mat.

1622
Daveenn : Do. p26

M. Peur e tleer e ober-eñ [sin ar groaz] ? D. Diouzh ar mintin pan saver, diouzh an noz pan aer da gousket, pan antreer en Iliz, goude kemeret dour benniget, pan komañser pediñ Doue, pan kemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pan en em gaver en un dañjer bennak, aotramant seziet gant un aon pe ur spont.

1622
Daveenn : Do. p8

M. Pet zo a'n euvroù a drugarez ? D. Seizh spirituel ha seizh korporel. M. Livirit ar re spirituel. D. 1. Kelenn ar re ignorant. 2. Korrijañ ar re a fazi. 3. Reiñ kuzul mat d'ar re o devez ezhomm. 4. Koñsoliñ ar re dezolet. 5. Dougen pasiantamant an injuroù. 6. Pardoniñ an ofañsoù. 7. Pediñ evit ar re vev hag ar re varv hag evit ar re a zeu d'hor persekutiñ. M. Livirit ar re gorporel. D. 1. Reiñ da zebriñ d'ar beorien o devez naon. 2. Reiñ da evañ d'ar re o devez sec'hed. 3. Gwiskañ ar re noazh. 4. Delivrañ ar brizonerien. 5. Vizitañ ar re glañv. 6. Lojañ ar belerined hag an estrañjerien. 7. Enteriñ ar re varv.

1622
Daveenn : Do. p32 & 34

Goude en em lakaan da soñjal [e] peseurt pec'hedoù am eus kometet an deiz-se, er soñjezonoù, er c'homzoù, hag en euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eveus ar re am eus kavet kometet ganin o propoziñ mont da gofes hag en em gorrijañ.

1622
Daveenn : Do. p52

M. Pelec'h eo aretet nag e koñsistont an euvroù mat pere zo ret deomp da ober ? D. E gourc'hemennoù Doue hag an Iliz.

1622
Daveenn : Do. p26

M. Hag-eñ nan eo ret ivez egzersiñ an euvroù a drugarez ? D. Ya, rak an hini pehini n'o gra ne verit ket bezañ anvet kristen.

1622
Daveenn : Do. p32

euvrioù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg oeuure

euvr

1659
Daveenn : LDJM.1 pg oeuure

M. Pet tra zo neseser da ur c'hristen, evit e silvidigezh, hag evit arruout en e fin? D. Pevar : Feiz, Esperañs, Karantez, hag euvroù mat.

1677
Daveenn : Do. p11

M. Pelec'h eo komprenet an euvroù mat a zo ret deomp da ober ? / D. E gourc'hemennoù Doue, hag e re an Iliz.

1677
Daveenn : Do. p27

Goude en em lakan da soñjal peseurt pec'hedoù em eus kometet en deiz-se e soñjezonoù, komzoù, hag euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eus ar re am eus kavet kometet genen, en ur bropoziñ o c'hofes, hag en em gorrijañ.

1677
Daveenn : Do. p53

M. Peur e renker e [sin ar groaz] ober ? D. Diouzh ar mintin pa saver, diouzh an noz pa ez eer da gousket, pa antreer en iliz, goude bezañ kemeret dour binniget, pa gomañser da bidiñ Doue, pa gemerer ar refeksion, e komañsamant hon euvroù, ha pa en em gever en un dañjer bennak, peotramant seziet / gant un aon pe ur spont bennak.

1677
Daveenn : Do. p9

Petra ez eo ar pevare tra neseser d'ar C'hristen ? / D. An euvroù mat, rak goude ma'z eo deut an den en oad a ziskresion, ar Feiz ne sufis ket dezhañ hep an euvroù mat.

1677
Daveenn : Do. p27

Ar c'hloar eus ar baradoz a zo prometet gand Doue d'ar re, pere gant sikour e c'hras, he milito dre o euvrioù mat.

1732
Daveenn : GReg pg gloire (Dieu a promis la gloire à ceux qui aidez de sa grace, la mériteront par la pratique des bonnes oeuvres.)

mestr an euvr

1732
Daveenn : GReg pg architecte

penn-euvr

1732
Daveenn : GReg pg chef-d'oeuvre

penn-euvrioù

1732
Daveenn : GReg pg chef-d'oeuvre

diskouez e benn-euvr

1732
Daveenn : GReg pg (faire son) chef-d'oeuvre

An deolojianed a enev, a zeu da zifarantiñ, daou dra e-barzh ar pec'hed ; an ofañs pehini a ra da Zoue, ha pe eus a hini e kaver ar pardon dre ar vertuz eus an absolvenn ; hag ar boan dleet d'ar pec'hed, pehini a rank bezañ efaset gant an euvrioù poanius a binijenn er bed-mañ, pe er purgator.

1732
Daveenn : GReg pg coulpe (Les Theologiens distinguent deux choses dans le peché; la coulpe qui se remet au Sacrement de Penitence; & la peine, qui demande satisfaction.)

Hep ar feiz ned eus ket a euvrioù a gement a c'halle militout ar baradoz.

1732
Daveenn : GReg pg foi (Sans la foi les œuvres sont mortes.)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial