Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. (dirak un ak.) Anv-gwan perc'hennañ an trede gour lies. Gwerzhet eo o zi ganto. 2. Tr. rag. perc'h. O HINI, O RE : an hini, ar re zo dezho. Kozh-mat eo ma c'harr met koshoc'h eo o hini c'hoazh. 3. Adv. O-DAOU, O-ZRI, H.A. : an daou anezho, an tri anezho, h.a. O-femp int bet o vale. II. 1. (goude an araogennoù a, diwar, e) Ger a dalvez da sevel ar furm trede gour lies eus araogennoù kevrennek zo. A-raok an dud-se, en o raok. E-kichen ar baotred, en o c'hichen. Diwar-benn ar re-se, diwar o fenn. 2. (goude an ar. e) Ger a dalvez da sevel anvioù-kadarn diwar anvioù-gwan doareañ zo, en o derez plaen pe uhelañ. En o flom. En o c'haerañ. 3. (goude un ar., un ag. pe gant ur v.) Termen a dalvez da c'heriañ an trede gour lies e troiennoù zo. Bevañ a reont en o roll : hervez o c'hoantegezh. Ar re-se zo lemm beg o zeod : flemmus eo o zeod. Bez' e vint war o c'holl : koll a raint arc'hant, danvez, h.a. EVEZH. : kemm. c'hwezh. goude o.

Exemples historiques : 
67
Masquer la liste des exemples

En trede ez welher [welfer], hag ez klevher ivez / Ar poanioù Infernal, en sal a angalez / An fin pedaheni, ez ay en diwezh / Neb en pec'hed, chetu, a gonklu o buhez

1575
Référence : M. p. 36

[P]an oant taolet en tan ez rentjont o anaon da zDoue, hep bezañ losket blevenn erbet dezhe nag ivez akoustremant ha kement a yoa gante[.]

1576
Référence : Cath p15

18. Pan oa sebeliet o c'horfoù gant ar c'hristenien ez lavaras an tirant Sezar d'ar werc'hez santez Katell : [«] O gwerc'hez nobl hag ekselant az pezet truez ouzh da yaouankted[! »]

1576
Référence : Cath p15-16

Goude ma he devoe an itron Sanktez Katell disputet ouzh an vistri ha[g e voe] konfondet ganti[,] dre rezonoù evidant[,] o holl idoloù ha doueoù ez vihont-holl abaiset, hevelep na ouizient petra o devoe da lavaret ha ma tavezont evel tud vut[.]

1576
Référence : Cath p13-14

M. Petra eo Purgator ? D. Ar plas pe en hini an eneoù a verv en gras Doue a ya da beurbaeañ ar poanioù dleet d'o fec'hedoù.

1622
Référence : Do. p24

Ha ret eo pediñ ar Sent ? Ya, abalamour ma'z int mignoned da Zoue e c'hellont kalz hor sikour dre o fedennoù hag o intersesionoù.

1622
Référence : Do. p20

an neñv a zo dic'hras en o andred

1732
Référence : GReg pg airin

ar gedon a zo o buhez e penn o zreid

1732
Référence : GReg pg agilité

bez' ez eus hiniennoù pere a dremen o amzer o vont hag o tont

1732
Référence : GReg pg allee

o mammoù-kozh

1732
Référence : GReg pg (leurs) ayeule (s)

en o zi

1732
Référence : GReg pg chez (eux, ou, chez elles)

en o zi-i

1732
Référence : GReg pg chez (eux, ou, chez elles)

Tromplet int bet en o spi.

1732
Référence : GReg pg frustrer (Ils ont éte frustrez de leur esperance.)

Tromplet int bet en o esper.

1732
Référence : GReg pg frustrer (Ils ont éte frustrez de leur esperance.)

ho zud

1732
Référence : GReg pg gens (Leurs gens.)

d'o youl

1732
Référence : GReg pg gré (A leur gré.)

d'o grad

1732
Référence : GReg pg gré (A leur gré.)

en o grad

1732
Référence : GReg pg gré (A leur gré.)

o breudeur

1850
Référence : GON.II pg hô, "leurs frères".

o fennoù

1850
Référence : GON.II p.10, introduction, "leurs têtes".

o hini

1850
Référence : GON.II pg hô, "le leur", "la leur".

O c'hêr

1850
Référence : GON.II p.10, introduction, "leur logis".

En ur beziad int bet lakaet o-daou.

1850
Référence : GON.II pg bésiad (On les a mis tous les deux dans la même tombe, dans le même sarcophage).

Ho hini

1850
Référence : GON.II p.27, livre premier, "le leur, la leur".

O re

1850
Référence : GON.II p.27, livre premier, "les leurs".

Boureviet eo bet e-keit ma eo chomet etre o daouarn.

1850
Référence : GON.II pg bourrévia (Il a été tourmenté, torturé tout le temps qu'il est resté entre leurs mains).

Besteod int o-div.

1850
Référence : GON.II pg bestéod (Elles sont bègues l'une et l'autre).

O

1850
Référence : GON.II p.27, livre premier, "leur, leurs".

o zal

1850
Référence : GON.II p.10, introduction, "leur front".

An daou-mañ a livirin ur ger bennak diwar-benn o labour a-barzh dont da hini an aotrou Milin.

1867
Référence : MGK Rakskrid VI

P'edont o-daou o vont, ar bleiz hep tamm diskred, a wel gouzoug ar c'hi disvlevet, dirusket.

1867
Référence : MGK p8

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel ! Hont tadou kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile e-kreizik-kreiz bro an Azia; ar vamm o lavare d'he merc'h, e korn an oaled, e-pad ar goan; hag an tad d'e vab, en disheol, en hañv; hag ar verc'h hag ar paotr, o vezañ deuet en oad d'o zro, a gemere o bugale plijadur en ur glevet ar pezh en doa divuzet tad ha mamm gwechall)

1867
Référence : MGK Rakskrid V

Goude aotrounez vras, krinet ganto o fri, A deuas pep eil tro, diouzh ma oa hir o dent, Da ziskargañ o gor : holl emezo 'oant sent : an tigred, ar bleizi, bete'ar c'hozh chas bihan A dlee d'ar Baradoz mont diwar hanter vann.

1867
Référence : MGK p25

Bremañ 'mañ gant he c'hoar : diaes e ve lavaret pegen eürus o-daou int oc'h en em garet.

1867
Référence : MGK p20

Pebezh dudi evit ar manac’h, evit Job Karo, e c’hwreg, e dud hag e amezeien gellout kofes evit gwalc’hiñ o c’houstiañs ha kaout an eurvad da lojañ o Doue en o c’halon, evit o sklêrijennañ hag o c’hreñvaat !

1877
Référence : EKG.I. p.49

Hep lavaret ger, ar soudarded hag o c’habiten a lammas en ti a-daol, a grogas en daou veleg hag a stagas o daouarn dezho a-dreñv o c’hein.

1878
Référence : EKG.II p.166

Ar roue Louis XVI, ar Rouanez hag o bugale, o doa en em glevet gant tud a fiziañs hag a galon evit kemeret an tec’h eus a Frañs, rak war var da goll o buhez edont e Pariz.

1878
Référence : EKG.II p.73

Ar rouanez hag an henaourien, digammwidre o ene, a veze dalc’hmat leun a eeunded hag a furnez.

1923
Référence : SKET p.68

E benn n'o deus ket bet ; hogen ni hon eus bet o re : pintet int bet ganeomp e beg o goafioù pe skourret ouzh kerc'henn hor c'hezeg.

1923
Référence : SKET p.19

Da hemañ, anezhañ danvez kile o buhez, danvez o fried, e kinnigent an aval melen-ruz edont o paouez kuntuilh : « E kement lec’h ma vezi-te, Karêios, e vezin-me, Karêia. »

1923
Référence : SKET p.68

Deut an noz, tort, kamm ha pengamm ha da redek, ankouaet gante o koulioù, o c’hleñvedoù, o sioù.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

A-dra-sur, ma selaouit tud ar vro : stourm a r[e]font ouzoc’h, ha start, penaos n’eus, tro-war-dro, iliz ken kaer hag o iliz, tour ken dantelezet hag o hini, kleier da ganañ ken seder, ken dudius hag o re.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("kleier" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845)

War un taol diñs e lakont en arvar o frankiz o-unan ha frankiz o gwreg hag o bugale.

1924
Référence : SKET.II p.66

"Dihun ar re all… Savit, paotred !" An daou vartolod a wiskas o forpant.

1925
Référence : BILZ2 p.110

Raktal ar rakzorioù a fiñvas en ur drouzal war o mudurunoù ha, dre[iz ?] an toulloù anezho ec'h en em silas un niver bras a veajourien ker sammet, ar c'halz anezho, hag ul [sic] toullad merien o tistreiñ d'o neizh. Ken niverus all eo war ar frankizenn, an dud a c'hortoz o zro da bignat en tren da gemerout al lec'hioù lezet goullo gant ar re a oa erruet e penn o beaj.

1929
Référence : SVBV p.8

An ti-mañ eo an hini mistrañ anezho o-zri.

1929
Référence : SVBV p.18

An eilvet anezho o-zri a zo azezet en un draoñienn sioulik ha damdost da vilin Gerroc'h.

1929
Référence : SVBV p.17

lakaat traoù war o zu

1931
Référence : VALL pg arranger

o istor

1931
Référence : VALL Levrlennadur p VIII

[...] ha d'an nec'h tre, ar solier, div gambrig all, a zizoloer dre o frenestroù an holl vourk, hag er pellder, dremmwel fromus ha gwagennus tosennoù Kerne

1944
Référence : EURW.1 p6

Ar pezh a zisplije ar muiañ d’an daou zen e oa plegañ o c’hein.

1944
Référence : ATST p.26

Ar Roparzhien a oa tieien gran : o flas a oa dezho, ha bez' o doa leve.

1944
Référence : EURW.1 p13

Ar re « añsien » a eilgerias Deo gratias hag a lammas e-maez o gwele.

1944
Référence : EURW.1 p33

Soñj am eus eus hiniennoù a oa ganin er gevrennad ispisial hag a dalvez ar boan lavarout ur ger berr diwar o fenn, rak ober a rejont o hent…

1944
Référence : EURW.1 p.198

Nann, siwazh ! al loened ne gomzont mui evel diagent. Kollet eo ganto, e feson, o holl zeskadurezh.

1944
Référence : ATST p.8

Fidandoustik ! Job ha Lom ne oant ket pell o sevel; ul lamm-spont a rejont diouzh ar foz, evel ma vije bet an diaoul krog e foñs o bragoù.

1944
Référence : ATST p.22

Ker ruz eo da jenoflez/ Ha teodoù levrini,/ Jenoflez o delioù c'hwek,/ Jenoflez eus da liorzhoù,/ Frond ganto evel ma ouzez,/ Hag o c'houzout diouzh da frond.

1949
Référence : SIZH p.55

Un dra iskis eo e vez douget paotred ha maouezed an eil d'egile, ha, d'eben, pa zeu o oad.

1949
Référence : SIZH p.54

Ha neuze, pa oan bet e Burgos, o lakaat tennañ va foltred, e ti Harina, em boa gwelet, ouzh ar speurennoù, ur bern poltredoù merc'hed war o divskoaz noazh.

1949
Référence : SIZH p.47

A-raok koan, e rae an danvez-leaned o monedone, en ur zivizout gant an tadoù-renerien, en hanterenn ledanañ eus ar vali, etre div c'harzhad beuz, traoñ koad an dorgenn.

1949
Référence : SIZH p.43

– Hag ar gwragez, pare dalc’hmat d’e harpañ… Ar gwragez a zo da zisfiziout, dreist-holl diouzh o mousc’hoarzh ha diouzh o doareoù seven…

1949
Référence : SIZH p.41

- Du-mañ ivez, ez eus biniawoù, eme ar breur Arturo, heñvel[-]mat o son ouzh hini ar gaita.

1949
Référence : SIZH p.65

Ar maouezed, Kaourintin, e-giz ar bleunioù o livioù koant, a zo anezho, e melezour ar bed-mañ, un damskeud eus Kened an Aotrou Doue.

1949
Référence : SIZH p.55

Tro am bez da fallgaloniñ / Rak ankouaat eo an diaesañ. / Met Hor Salver 'lâr pardoniñ / D'ar re 'noazo ouzh o nesañ.

1960
Référence : PETO p31

Ne weler netra da gentañ ; dre forzh teuler evezh e teuer a-benn koulskoude da c'houzout e vezit taget gant ur ouenn gelien divaskell hir, rouz-teñval o liv.

1985
Référence : DGBD p59

Azezet int keñver-ha-keñver e div gador-vrec'h izel o c'hein gant brenkoù koad.

2015
Référence : EHPEA p11

Feuls-kenañ evite [ar stourmerien difeuls] hag evit Mab-den eo ar fed mac'hañ estrañjourien e-barzh kampoù, da gas anezhe kuit ha lakaat diasur o buhez.

2015
Référence : DISENT p66

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux