M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.
M. Petra eo sin ar c'hristen ? D. Sin ar groaz, abalamour ma'z omp bet prenet enni gant hor Salver binniget Jezuz. M. Penaos en grit-hu eñ ? E ober a ran o kas an dorn d'ar penn ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha'n hini dehou, en ur lavaret : en anv an Tad, ha'r Mab ha'r Spered santel. Amen.
o
o
Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel ! Hont tadou kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile e-kreizik-kreiz bro an Azia; ar vamm o lavare d'he merc'h, e korn an oaled, e-pad ar goan; hag an tad d'e vab, en disheol, en hañv; hag ar verc'h hag ar paotr, o vezañ deuet en oad d'o zro, a gemere o bugale plijadur en ur glevet ar pezh en doa divuzet tad ha mamm gwechall)
Oc’h ober an dra-se, e tifennot ho Toue hag ho relijion, rak diwall ouc’h pep droug a reot un eskop hag a zalc’h, dre urzh hon Tad Santel ar Pab, lec’h Jezuz-Krist e-unan er c’horn-mañ eus ar bed : difenn a reot ivez ho pro en ur viret outi da ruziañ he daouarn e gwad un den a zoujañs Doue, n’en eus graet droug da zen.
En devezh e klevis ma ferson o lâret : ur we[z]enn, eme[z]añ, a ve[z] anveet diwar ar frouezh a doug ; evel-se ive[z] un den hag a deu da glask hon mouezhio, anveet eo, pe diwar e obero, pe diwar obero ar re zo pleustret gantañ. Ar Gouarnamant, gallout a reomp ive[z] barn ane[z]añ diwar e lezenno.
Ha, pa guzulien Esumopas, an drouiz en deus diskuliet din an danevell-mañ, pa c’houlennen outañ ha na vije ket a dermen da boan an div c’hoar gablus, e respontas o doa Kadra ha Daga, dre zievezh ha sempladurezh, torret an div Lezenn [b]ennañ e bed an dud hag an doueed, da lavarout eo al Lezenn o tifenn ouzh merc’hed ar Ouenn glan ha kaer ha santel dreist d’ar re all en em lezel da vezañ saotret gant gwazed ar gouennoù all, hag al Lezenn o c’hourc’hemenn d’ar merc’hed gouestlet d’an Heol dioueriñ pep karantez douarel ha mirout dinamm o gwerc’hded diouzh skouer an nav merc’h skedus eus an Neñv, merc’hed Belenos ; gant-se, n’en dije ar c’hastiz anezho termen all ebet nemet fin ar bed ha marv an dud hag an doueed.
Ur paotr, e galabousenn bleuñv alaouret er wech-mañ, a youc'has a-nerzh e c'horzailhenn gouraouliet : "Marseille ! tout le monde descend !... Terminus !... Ha ni, kerkent ha ma oa ehanet an aheloù da wigourat, ha digeriñ ar rakzor ha lârout yao e-maez ar gaoued ! Pell a-walc'h e oamp enni o luduennañ, o tisleviñ-gen hag o varvailhañ. O vezañ kemeret hor seier, drouinoù, picheroù ha togoù-spoue ez ejomp war-du soudarddi an Dremenidi.
War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.
E kant doare disheñvel o gwelen-i, lod o lammat hag o c'hourlammat, darn all o c'hoari penn-tourtig, o c'hoari brañsigellig ispilhet a-zibouez o lost ouzh skoultroù ar gwez, darn all c'hoazh o korolliñ pe en o fuch, a-zevri o klask laou an eil d'egile, dre ma tispourbellent o daoulagad brizh ha ma krizent o gourrennoù damruz ha blevek.
a-zevri ganti o c'hoari
a-zevri oc'h ober e labour
an dud o tremen-distremen
Job, aet skuizh oc’h ober e sarmon, a oa o vont da dennañ ur volennad sistr eus ar varrikenn, pa welas dor ar c’harrdi o tigeriñ.
Mari a zibikouzas he daoulagad kenkas ["ken kaz"] e vije bet c’hoazh oc’h huñvreal.
Na gredit ket emaon oc’h ober fae war va bro ; pell ac’hano.
Ar c’hi a zo o redek louarn pe o redek gad, hag ar c’hazh o logota.
An eil diaoul. — « Pe pedennoù lavaret diwar beg an teod, hag ho spered o nijal war an avel noz. »
O c’holeiñ he diskoaz n’he deus mui nemet gouel hir he fennad blev du. Ha setu ur vronn o tifoupañ gwenn-kann, heneuz, a-douez mantell ar blev.
- Emaoc'h o vont da welout ho tousig, breur Arturo ? - Gant ar vezh, breur Alano! N'hoc'h eus ket mezh o komz evel-se ?
Da welet 'm eus oc'h ispilhañ ouzh da vantilh / Jenoflennoù voulouz, / Gant ur spilhenn he fenn ruz-gwad, / Hag, em eurioù anhun, / Giz tantadoù en noz, / M' o gwelas o leskiñ ez plev.
Skorn a oa c'hoazh o c'holo ar poulladoù dour.
"Marteze e rez-te mat da labour, ne lavaran ket, met da genseurted o deus mastoc'het o hini," a lavar o teuler he binim faeüs war ma c'henseurted, evel ma ra seul wezh m'he devez tro.