Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

rn. av. (dirak un av. pe ur rag. gour ren lakaet a-raok un av.) 1. Ger a verk padusted un ober. O c'hortoz an tren e oamp. Perak eo bet oc'h ijinañ seurt koñchennoù ? Pell out bet o'n em walc'hiñ, oc'h en em walc'hiñ. & (dirak ur rag. gour renet) Ouzh e gavout e oant bet dec'h. 2. Ger a dalvez da verkañ kempredelezh daou ober dizalc'h graet gant gwezhourien distag. O tont er-maez eus ma zi em boa e welet o teredek : pa oan o tont er-maez eus ma zi em boa e welet o teredek. 3. Ger a dalvez da verkañ un abeg. Dispenn a reas e zanvez o vanvezañ : dre (re) vanvezañ. 4. Ger a dalvez da verkañ un diviz. O tont amañ ne'm eus graet nemet da skoazellañ : ma'z on deuet amañ n'eo nemet evit da skoazellañ. Terriñ a ri ar baliked o skeiñ ganti war an douar evel-se : he zerriñ a ri mar skoez (c'hoazh) ganti war an douar evel-se. 5. (goude ar verboù bezañ ha kaout, ar verboù a denn d'ar merzout hag un nebeud re all) Ger a dalvez da zegas un anv-verb renadenn. Laouen e oac'h o tegemer hoc'h amezeien. Plijadur am bez ouzh e selaou. He c'hlevet hon eus oc'h erruout. 6. Termen a dalvez da zisplegañ ar verboù en tu gouzañv. Mont a raint da welet an traoù kaer a vo o tiskouez e Roazhon : a vo diskouezet e Roazhon. Hennezh en deus skiant-prenañ ! Ar seurt a vez o werzhañ : ar seurt a vez gwerzhet, a gaver da brenañ. 7. Tr. stl. isur. (e deroù un islav. abegiñ) O VEZAÑ MA : dre ma. O vezañ ma oa brav an amzer e oant aet da vale. Displegañ a rin ma soñj dre skrid o vezañ ma n'emaon ket evit mont d'ar vodadeg. EVEZH. : (a) bez' e reer gant oc'h dirak an anvioù-verb a zeraou gant ur vogalenn ha gant ouzh dirak ar raganvioù gour renet ; (b) kemm. amr. goude o.

Skouerioù istorel : 
140
Kuzhat roll ar skouerioù

Hag ez respont un [bennak] o lavaret: an [hini] inosant a zaouzorn hag an hini a vezo naet a galon &c.

1576
Daveenn : Cath p4

7. Goud[e]-se ez teu[a]s Kezar d'an palez hag ez lavaras dezhi : [«]Katell, klevet eo geneomp an elokañs a gomzoù hag ez omp ebaiset war an gouvizegezh ac'hanout, hogen ampechet oamp hag okupet oz ober sakrifis d'an doueoù ha ne c'hellsomp ket an holl da entent[.»]

1576
Daveenn : Cath p8

16. Neuze an impalarz, karget a furor, a gomañsas d'o zamall ha d'o blam oz lavaret dezhe ez oant ifam lavaret bezañ holl faezhet gant un verc'hig yaouank[.]

1576
Daveenn : Cath p14

Goude-se, goulenn kont digant hon ene eus a gement pec'hed nag ofañs en deus graet a-enep Doue an deiz-se, en soñjezonoù, er c'homzoù, en euvroù hag en ankounaat ouzh en em aretiñ priñsipalamant war ar pec'hedoù pe da re omp muiañ subiet.

1622
Daveenn : Do. p54

Goude en em lakaan da soñjal [e] peseurt pec'hedoù am eus kometet an deiz-se, er soñjezonoù, er c'homzoù, hag en euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eveus ar re am eus kavet kometet ganin o propoziñ mont da gofes hag en em gorrijañ.

1622
Daveenn : Do. p52

M. Petra eo sin ar c'hristen ? D. Sin ar groaz, abalamour ma'z omp bet prenet enni gant hor Salver binniget Jezuz. M. Penaos en grit-hu eñ ? E ober a ran o kas an dorn d'ar penn ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha'n hini dehou, en ur lavaret : en anv an Tad, ha'r Mab ha'r Spered santel. Amen.

1622
Daveenn : Do. p6

M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.

1622
Daveenn : Do. p8

M. Pe en feson e kirit-hu ho nesañ eveldoc'h hoc'h-unan ? D. O tezirout dezhañ ar memes mad a zeziran ma-unan hervez Doue ha rezon, ha prokuriñ evitañ evel evidon ma-unan.

1622
Daveenn : Do. p26

M. Pe evit tra [eo]-eñ galvet pec'hed marvel ? D. Abalamour ma lazh hon ene, oc'h ober dezhañ koll ar vuhez a c'hras hag abalamour ma hon rent din d'ar marv eternel.

1622
Daveenn : Do. p36

5. And eus ur c'hristen ken digar, / N'en deve na keuz na glac'har, / O welet kement aflijet / Ar vamm d'hor Salver binniget ?

1622
Daveenn : Do. p66

emaint e kontest piv a chomo

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (on est en) contraste (qui demeurera)

o koaniañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (en) soupant

o vorediñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (en) songeant

o kousket

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (en) songeant

Plijet geneoc'h [Gwerc'hez Vari], me ho supli, / Ma c'halon re yen alumiñ, / Da garet bepred va Doue, / O plijout de[z]hañ bemnoz ha [bem]dez.

1677
Daveenn : Do. p67

hesked o c'hiriñ

1699
Daveenn : Har. pg goriñ, hesked, o (froncle qui suppure)

O proseziñ neb a c'hounez a goll, ha neb a goll a goll an holl.

1699
Daveenn : Har. pg a(2), an, gounit, holl, koll, nep, o, proseziñ (aiant procez celui qui gagne perd, et celui qui perd, perd tout)

Setu un eur o skeiñ.

1732
Daveenn : GReg pg heure (Une heure sonne.)

an dud vras o vezañ dre natur ambisius a gemer an ambision evit ur vertuz

1732
Daveenn : GReg pg ambition

ar mor o vezañ karget a draezh porzh Penmarc'h, en deus kaset ar gêr-se da netra

1732
Daveenn : GReg pg assabler (combler de sable)

bepred ez on o vont hag o tont

1732
Daveenn : GReg pg aller

bez' ez eus hiniennoù pere a dremen o amzer o vont hag o tont

1732
Daveenn : GReg pg allee

emañ bepred o keflusk

1732
Daveenn : GReg pg action

emañ o teskiñ micher

1732
Daveenn : GReg pg apprentif

o koñsideriñ mat pep tra

1732
Daveenn : GReg pg a

o tibriñ e teu ar c'hoant dibriñ

1732
Daveenn : GReg pg appetit

ouc'h e glevet o parlant, e lavarfec'h penaos

1732
Daveenn : GReg pg a

pep tra o vezañ er c'hiz-se

1732
Daveenn : GReg pg ainsi

pep tra o vezañ koñsideret pizh

1732
Daveenn : GReg pg après

termal en deus graet oc'h asantiñ

1732
Daveenn : GReg pg ahaner

o

1732
Daveenn : GReg pg en (particule, qui marque le gerondif), gerondif (terme de grammaire. Il s'exprime en Breton par l'infinitif , precede de l'article , 'o', ou, 'èn ur')

o lenn

1732
Daveenn : GReg pg en (lisant)

o tibriñ

1732
Daveenn : GReg pg en (mangeant)

o sellet pizh ouzh pep tra

1732
Daveenn : GReg pg fond (Au fond, en effet, d'ailleurs.)

Ret ma eo ez veze evet dezhañ, rak terrupl e vesteode o parlant.

1732
Daveenn : GReg pg fourcher (Il falloit qu'il eût bû, car dans l'entretien la langue lui fourchoit beaucoup.)

kavout ebat o c'hoapaat

1732
Daveenn : GReg pg gab (Se divertir à des gabs, ou à gaber.)

kavet ebat o c'hoapaat

1732
Daveenn : GReg pg gab (Se divertir à des gabs, ou à gaber, pp.)

Gounit a rae e vuhez o labourat.

1732
Daveenn : GReg pg gagner (Il gagnoit sa vie à travailler.)

E vuhezegezh a c'houneze o labourat.

1732
Daveenn : GReg pg gagner (Il gagnoit sa vie à travailler.)

o redek

1732
Daveenn : GReg pg gerondif (En courant.)

o karet

1732
Daveenn : GReg pg gerondif (En aimant.)

o walc'hiñ

1850
Daveenn : GON.II p.11, introduction, "en lavant".

Ar gêr o vezañ kemeret, ar vrezelidi a wastas pep tra.

1850
Daveenn : GON.II p.82, livre second, « La ville étant prise, les soldats pillèrent tout ».

o terc'hel

1850
Daveenn : GON.II p.11, introduction, "en tenant".

O verañ

1850
Daveenn : GON.II p.11, introduction, "en coulant".

Oc'h ober

1850
Daveenn : GON.II p.34, livre premier, participe présent, "faisant".

Me a glev ho merc’h o kanañ.

1850
Daveenn : GON.II p.62, "J’entends chanter votre fille".

Unan bennak a glevan o vombardañ.

1850
Daveenn : GON.II pg bombarda ou bombardi (J'entends quelqu'un jouer du hautbois).

Eñ kavet em eus o skrivañ.

1850
Daveenn : GON.II p.81

Ho paotred a skuizhot oc’h o c’has re alies en hent.

1850
Daveenn : GON.II p.68

O gwelet en deus oc'h en em vriata.

1850
Daveenn : GON.II p.81, "Il les a vus s'embrassant".

Klevout a ran da c’hoar o kanañ.

1850
Daveenn : GON.II p.68

Faoutet eo gantañ e glopenn o kouezhañ.

1850
Daveenn : GON.II klôpenn (Il s'est fendu le crâne en tombant).

koantaat a ray o kreskiñ

1850
Daveenn : GON.II pg koañtaat

emañ atav o fichañ

1850
Daveenn : GON.II pg ficha

o

1850
Daveenn : GON.II pg o, oc'h

o

1850
Daveenn : GON.II pg o, oc'h

o kanañ

1850
Daveenn : GON.II pg o, oc'h

o tont

1850
Daveenn : GON.II pg o, oc'h

oc'h evañ

1850
Daveenn : GON.II pg o, oc'h

oc'h ober

1850
Daveenn : GON.II pg o, oc'h

Ur gwaz a welan o troc'hañ keuneud.

1850
Daveenn : GON.II p.81, "Je vois un homme qui coupe du bois".

o c'hlazañ

1850
Daveenn : GON.II p.11, introduction, "en blessant".

C'hoarzhin a ran oc'h ho klevout o komz evel-se.

1850
Daveenn : GON.II p.80

Krenañ a ran pa ho kwelan o c'houren.

1850
Daveenn : GON.II p.80 (Je tremble quand je vous vois lutter).

Ho mab a glevan o leñvañ.

1850
Daveenn : GON.II p.62, "J’entends gémir votre fils".

Ur vaouez a gleve o kanañ.

1850
Daveenn : GON.II p.81, livre second, « Il entendait une femme qui chantait ».

Klevout a rit-hu ho c’hoar oc’h huanadiñ ?

1850
Daveenn : GON.II p.82, livre second, « Entendez-vous votre sœur qui soupire ? »

o virout

1850
Daveenn : GON.II p.11, introduction, "en gardant".

Bras e vez abaf o c'herent pa lakeont etre daouarn o bugale pere a gredont desket-mat, ur skrid, ul lizher-ferm, pe ur c'hontrad all bennak pehini o deus poan o lenn, dibaot a wech e c'hellont reiñ da gompren ar pezh a glasker goût diouto

1865
Daveenn : MBF.to p. V.

— « Setu neuze, avat, / Eme an desketañ, petra zo da ober : / O vezañ ma'z eo kozh, en deus ezhomm tommder / Da neveziñ e c'hwad, da zont kreñv ha seder. »

1867
Daveenn : MGK p105

Rikoù oa mab ul labourer-douar hag en doa c'hoant ober ur beleg anezhañ; ne gasas ket avat c'hoant e dad da benn, hag o vezañ er skol e zeskadurezh a chomas fraost.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VI

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel !

1867
Daveenn : MGK Rakskrid V

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel ! Hont tadou kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile e-kreizik-kreiz bro an Azia; ar vamm o lavare d'he merc'h, e korn an oaled, e-pad ar goan; hag an tad d'e vab, en disheol, en hañv; hag ar verc'h hag ar paotr, o vezañ deuet en oad d'o zro, a gemere o bugale plijadur en ur glevet ar pezh en doa divuzet tad ha mamm gwechall)

1867
Daveenn : MGK Rakskrid V

Daoust ha n'en deus ket ar mojenner sentet ouzhoc'h, pa oac'h o lavaret petra a ranke Breizhiz da gasaat ha petra da garout ! Daoust ha na zesk da bep Breizhad eo ret trec'hiñ a-raok an droug, heuliañ ar mad, bezañ, pa'z eo dleet, digabestr ha dishual; chom e peoc'h en e di balan

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XII

Hemañ [ar pintig], laouen ha sederik, / A gane bemdez kaer-meurbet. / E glevet a voa un dudi ; / Ar big avat, o ragachat, / A dorre pennoù tud an ti.

1867
Daveenn : MGK p22

Er mare ma hader ar c'hanab er maezioù, e welas un tieg o c'holeiñ ervennoù.

1867
Daveenn : MGK p13

Ne oa ket kennebeut e zoare skrivañ hervez ar reizh, na zoken atav hevelep, o vezañ e skrive ur ger ur wech en un doare bennak, ha goude-se en un doare all.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VII

hag eñ hag o lâret neuze : me 'garfe kaout an abid-se ; an abid-se hag he ferc'henn a zo e-kreiz ma gourc'hemenn

1874
Daveenn : GBI.II p528

aet eo aze d'al leur nevez, Fieka Kalvez eus e gostez, gante pep a abid nevez, bravañ daou den yaouank o vale

1874
Daveenn : GBI.II p468

m'he gwel o vont traoñ gant ar ru, ganti un abid satin du

1874
Daveenn : GBI.II p300

An Aotrou de la Marche a voe glac’haret, mes ne dec’has ket : re a ziegi en doa o tilezer e vugale.

1877
Daveenn : EKG.I. p.11

Dioc’h an aer ac’hanomp marteze ec’h anavezas n’oamp ket eus ar vro, rak dont a reas d’hor c’haout hag e lavaras deomp : — Me gav din, gwazed, n’oc’h ket eus ar vro, ha marteze emaoc’h e klask eus a unan bennak.

1877
Daveenn : EKG.I. p.67-68

Ha gedal a raf[e]c’h aze ur pennadig, war ar palier, e-pad ma vezin oc’h ober kement-se ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.14

Oc’h ober an dra-se, e tifennot ho Toue hag ho relijion, rak diwall ouc’h pep droug a reot un eskop hag a zalc’h, dre urzh hon Tad Santel ar Pab, lec’h Jezuz-Krist e-unan er c’horn-mañ eus ar bed : difenn a reot ivez ho pro en ur viret outi da ruziañ he daouarn e gwad un den a zoujañs Doue, n’en eus graet droug da zen.

1877
Daveenn : EKG.I. p.21-22

Klaodina en em lakeas da gontañ dezhañ a-nevez ar gwall draoù a yoa en em gavet er gouent, hag, o klevet Klaodina o kontañ, e ouele adarre.

1877
Daveenn : EKG.I. p.49

Amzer hon eus, eme ar c’habiten, a verve e lagad en e benn hag a dride e galon en e greiz o klevet hanv eus a ober fest.

1877
Daveenn : EKG.I. p.222

Ar feiz n’oa ket c’hoazh mouget e kalonoù an holl : barnerien Montroulez a chomas sebezet o lenn ul lizher ker kalonek hag a lezas, evit ur pennad, an Aotrou de la Marche e peoc’h. Chom a reas didrabas war-dro ur bloaz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.11

Klevet mat a rae e sakrist, mes kaout a rae dezhañ e krene e vouezh ouc’h her gervel. Hag, evit gwir, ar sakrist n’oa ket deuet c’hoazh mat a-walc’h ennañ e-unan hag e chome e c’her e dor toull e c’houzoug.

1877
Daveenn : EKG.I. p.118-119

Setu amañ an huvre a deuas e penn ar re a ioa d’ar mare-se [o] kas ar c'houarnamant en-dro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.2

Ma n’eus nemet da wreg ha da vugale o viret ouzhit, kae en hent, Jaouen, eme Vari-Jann Kerebel, n’he doa lavaret ger ebet c’hoazh, kae en hent. Doue ne zilezo biken tud an hini a zo marv oc’h ober ar mad

1877
Daveenn : EKG.I. p.215-216

Edon o kuzhet anezho e kambr an horolaj, pa glevis tud o krial hag o redet dre an iliz evel tud kounnaret.

1878
Daveenn : EKG.II p.124-125

Ar soudarded, evit gwir, ne raent nemet mousc’hoarzhin o welet Yann Prijant o hortañ e vuoc’h en e raok.

1878
Daveenn : EKG.II p.18

Skuizh on o welet ober kemend-all a fallagriezh.

1878
Daveenn : EKG.II p.129

O klevet ac’hanomp o komz er c’hiz-se, an Aotrou de Kerbalaneg [sic] a reas ur mousc’hoarzh, hag a lavaras : — Fouge a zo ennon o klevet ac’hanoc’h hag o welet ac’hanoc’h ker kalonek.

1878
Daveenn : EKG.II p.106

Daoust gant petra e ve groet ar "fosfor" ? Gant eskern anevaled : Be[z]añ zo oc'h ober eskern un aneval, daou danve[z] kentañ : ar fosfor hag ar ra. Fosfat-ra a ve[z] groet eus ar seurt meskailhez-se.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

En devezh e klevis ma ferson o lâret : ur we[z]enn, eme[z]añ, a ve[z] anveet diwar ar frouezh a doug ; evel-se ive[z] un den hag a deu da glask hon mouezhio, anveet eo, pe diwar e obero, pe diwar obero ar re zo pleustret gantañ. Ar Gouarnamant, gallout a reomp ive[z] barn ane[z]añ diwar e lezenno.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

atav o c'hoarzhin

1909
Daveenn : BROU p. 423 (rieur, euse)

o poazhat emeur

1909
Daveenn : BROU p. 411 (on fait une fournée de pain)

Penn Turos ha pennoù ar renerien all a voe graet gant Nemetos o balzamiñ hag o ispilhañ dre nac’hennoù hir o blev du e kentañ neved ar vroad, e Mediolanon.

1923
Daveenn : SKET p.127

Kerkent ha ma teue kentañ skleur an tarzh-deiz da c’houlaouiñ an oabl e weled o sevel en dremmwel, dre greiz al lusenn-veure, daou spes ramzel ha skedus, hag int oc’h enraokaat a gammedoù bras.

1923
Daveenn : SKET p.60

Ha, pa guzulien Esumopas, an drouiz en deus diskuliet din an danevell-mañ, pa c’houlennen outañ ha na vije ket a dermen da boan an div c’hoar gablus, e respontas o doa Kadra ha Daga, dre zievezh ha sempladurezh, torret an div Lezenn [b]ennañ e bed an dud hag an doueed, da lavarout eo al Lezenn o tifenn ouzh merc’hed ar Ouenn glan ha kaer ha santel dreist d’ar re all en em lezel da vezañ saotret gant gwazed ar gouennoù all, hag al Lezenn o c’hourc’hemenn d’ar merc’hed gouestlet d’an Heol dioueriñ pep karantez douarel ha mirout dinamm o gwerc’hded diouzh skouer an nav merc’h skedus eus an Neñv, merc’hed Belenos ; gant-se, n’en dije ar c’hastiz anezho termen all ebet nemet fin ar bed ha marv an dud hag an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.116

Hastit afo, paotred. Pelec’h ez oc’h-hu chomet ? Ar re all a zo aze ; an aotrou person evelato a zo oc’h ho kortoz. Evelato ! evelato !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1021 (Gouere-Eost 1924)

Lavaret ho pije penaos ar paotr a c’houzañve tristidigezh e vamm, eñ diagent ken seder, atav o sutellat, o kanañ, bremañ gant Mad[a]len ha Yannig, pluchet en ur c’hogn bennak, sioul, sioul, evel aon dezhañ pa wele e vamm ankeniet, an dour war he daoulagad.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Leonard a oa, hag o paouez erruout er vro : ne anavee ket c’hoazh holl [d]ud e barroz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Na gwelet hoc’h eus-hu ur vorgazhenn en he zoull, en ur poull, oc’h heoliañ, ya, oc’h heoliañ ?…

1925
Daveenn : BILZ2 p.111

o vezañ kristen anezhañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ane(z)añ

Ur paotr, e galabousenn bleuñv alaouret er wech-mañ, a youc'has a-nerzh e c'horzailhenn gouraouliet : "Marseille ! tout le monde descend !... Terminus !... Ha ni, kerkent ha ma oa ehanet an aheloù da wigourat, ha digeriñ ar rakzor ha lârout yao e-maez ar gaoued ! Pell a-walc'h e oamp enni o luduennañ, o tisleviñ-gen hag o varvailhañ. O vezañ kemeret hor seier, drouinoù, picheroù ha togoù-spoue ez ejomp war-du soudarddi an Dremenidi.

1929
Daveenn : SVBV p12

Ez vihanik, va c'halon ha va spered a dride, a lamme hag a frealze, o selaou ar soudarded kozh hag ar bleizi-mor da [sic] zanevellañ traoù mantrus, iskis, fentus, ha lirzhin a-zivout ar broioù pell.

1929
Daveenn : SVBV p.14

E kant doare disheñvel o gwelen-i, lod o lammat hag o c'hourlammat, darn all o c'hoari penn-tourtig, o c'hoari brañsigellig ispilhet a-zibouez o lost ouzh skoultroù ar gwez, darn all c'hoazh o korolliñ pe en o fuch, a-zevri o klask laou an eil d'egile, dre ma tispourbellent o daoulagad brizh ha ma krizent o gourrennoù damruz ha blevek.

1929
Daveenn : SVBV p.18

War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.

1929
Daveenn : SVBV p8

Ar seizh kañfard, den ebet o taollagadiñ outo, a varvailhe ken na ziaoule e brezhoneg : kaerañ yezh a zo en hollved.

1929
Daveenn : SVBV p6

an dud o tremen-distremen

1931
Daveenn : VALL pg (les) allant(s et les venants)

ñ) o lenn

1931
Daveenn : VALL pg a

bezañ o vont da

1931
Daveenn : VALL pg aller (être sur le point de)

emañ o lenn

1931
Daveenn : VALL pg à2 (il est occupé à lire)

o vezañ ma

1931
Daveenn : VALL pg attentu que, autant

oc'h argadiñ

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XIX

o vezañ na

1931
Daveenn : VALL pg attendu que

a-zevri ganti o c'hoari

1931
Daveenn : VALL pg (dans l')ardeur (du jeu)

ñ) oc'h eva

1931
Daveenn : VALL pg a

emañ o ren e hanter-kant vloaz

1931
Daveenn : VALL pg (il est dans sa cinquantième) année

emaomp o vont da gimiadiñ

1931
Daveenn : VALL pg aller (nous allons prendre congé)

emaon o paouez kaout ur c'hlebiadenn

1931
Daveenn : VALL pg arroser

bezañ da vat o studiañ

1931
Daveenn : VALL pg (y) aller (de tout son coeur pour étudier)

a-zevri oc'h ober e labour

1931
Daveenn : VALL pg s'appliquer

Mari a zibikouzas he daoulagad kenkas ["ken kaz"] e vije bet c’hoazh oc’h huñvreal.

1944
Daveenn : ATST p.52

Daoust hag e oan-me oc'h arvestiñ ouzh ur cheñchamant estlammus ?

1944
Daveenn : EURW.1 p71

Mont a ris da lakaat ma fri, ha me dizanvez d'an holl, betek banell an teatr 'lec'h ma oa ar c'hoarierien oc'h en em bentañ hag oc'h en em wiskañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p70

Ar c’hi a zo o redek louarn pe o redek gad, hag ar c’hazh o logota.

1944
Daveenn : ATST p.9

Na gredit ket emaon oc’h ober fae war va bro ; pell ac’hano.

1944
Daveenn : ATST p.10

Un ene abostol e korf kalet unan bet o servij war vor.

1944
Daveenn : EURW.1 p.206

An eil diaoul. — « Pe pedennoù lavaret diwar beg an teod, hag ho spered o nijal war an avel noz. »

1944
Daveenn : ATST p.57

Job, aet skuizh oc’h ober e sarmon, a oa o vont da dennañ ur volennad sistr eus ar varrikenn, pa welas dor ar c’harrdi o tigeriñ.

1944
Daveenn : ATST p.121

O c’holeiñ he diskoaz n’he deus mui nemet gouel hir he fennad blev du. Ha setu ur vronn o tifoupañ gwenn-kann, heneuz, a-douez mantell ar blev.

1949
Daveenn : SIZH p.38

- Emaoc'h o vont da welout ho tousig, breur Arturo ? - Gant ar vezh, breur Alano! N'hoc'h eus ket mezh o komz evel-se ?

1949
Daveenn : SIZH p.44

Nec'het e oa o verzhout e wele an traoù gant daoulagad nevez. Ne vourre mui zoken e kompagnunezh e genvreudeur.

1949
Daveenn : SIZH p.46

Da welet 'm eus oc'h ispilhañ ouzh da vantilh / Jenoflennoù voulouz, / Gant ur spilhenn he fenn ruz-gwad, / Hag, em eurioù anhun, / Giz tantadoù en noz, / M' o gwelas o leskiñ ez plev.

1949
Daveenn : SIZH p.55

Skorn a oa c'hoazh o c'holo ar poulladoù dour.

1985
Daveenn : DGBD p202

"Marteze e rez-te mat da labour, ne lavaran ket, met da genseurted o deus mastoc'het o hini," a lavar o teuler he binim faeüs war ma c'henseurted, evel ma ra seul wezh m'he devez tro.

2015
Daveenn : EHPEA p27

Etimologiezh

krBr. "oz"

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial