Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

Ger a reer gantañ da verkañ ar souezh, ar feuk, an dudi, an diseblanted, an desped, h.a. O, petra eo se ? « Drouk eo ho ki ? » - « O, n'eo ket ken drouk-se ! ».

Exemples historiques : 
19
Masquer la liste des exemples

18. Pan oa sebeliet o c'horfoù gant ar c'hristenien ez lavaras an tirant Sezar d'ar werc'hez santez Katell : [«] O gwerc'hez nobl hag ekselant az pezet truez ouzh da yaouankted[! »]

1576
Référence : Cath p15-16

Neuze Maksentius evel un den kollet gantañ e skiant a deuas a un vouezh terripl da grial en un lavaret[: «] O ! Me mizerapl ha reuzeudik [! »]

1576
Référence : Cath p22

O gwerc'hez !

1732
Référence : GReg pg article

O gwerc'hezed !

1732
Référence : GReg pg article

O aour !

1732
Référence : GReg pg article

o va Doue !

1732
Référence : GReg pg eh (mon Dieu !)

Petra a welis neuze ? O ! ur ranngalon e oa ! Gwele Herve, a yoa e-kichen an aoled, a yoa divarc’het ; arbel Katell Eukat a yoa diskolpet a daolioù bouc’hal ; an dilhad a yoa stlapet amañ hag ahont dre al leur-zi ; ur grusifi eus ar re vravañ, he doa bet Katell, pa zimezas, digant itron gozh maner Mailhe, a yoa aet kuit...

1878
Référence : EKG.II p.42

Ha gant ur vouezh kreñvoc’h e lâr : / O ma Jezuz ! O me ho kar ! / Lâret din ur gerig hepken, / Ha ma c’halon a vo laouen.”

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

— Bez sentus, va mabig, anaoudek, va mabig bihan, en keñver da vamm Izabel ha da eontr ; karantezus, va mabig… Izabel a vo da vamm… atav, atav… n’eo ket ’ta, Izabel ?… — O ! ya, mamm Marc’harid.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

O ! neuze, hoc’h eus sur prenet pe besked, pe veskl pe vigorned diganti, hag hiriv ivez ec’h aio gant ur boutegad all da Blistin…

1925
Référence : BILZ2 p.126

O, tachennoù bourrus leun a varzoniezh ! O, douar benniget !... Warnoc'h ez vihan e kerzhen war va c'hrabanoù. Peur hoc'h adgwelin ?... Marteze biken ken !...

1929
Référence : SVBV p.18

O mamm, n’eo ket al labour eo a vank. Kleuzioù ar park bras a zo da zic’harzhañ.

1944
Référence : ATST p.39

A ! pebezh abadenn an diaoul neuze, d’an eur-se eus an deiz, war vord ar stêr ! Satanaz e-unan o vlejal e-leizh an ifern n’en dije ket graet muioc’h a drouz eget Lom o hopal er vag : — « Sikour ! Sikour ! Sikour din ! Beuzet e vin. O ! o ! »

1944
Référence : ATST p.108

— « Penaos ? Penaos ? Pardienn ! abalamour em eus gwelet anezhañ. Me n’on ket badaouet, o ! »

1944
Référence : ATST p.14

— « War-dro peder eur hanter… eeun-hag-eeun. Ne welit ket, ’m eus aon, sklaeroc’h egedon-me. » — « O ! eo. » — « Livirit eta piv a zo o tont du-se gant an hent ? »

1944
Référence : ATST p.18

PEVARE PENNAD O ! moereb, moereb muiañ-karet…

1944
Référence : ATST p.25

- O ! emezi, en ur dennañ ur follennig baper diouzh tre pajennoù ul levr : - Ul lizher tener-gliz[h] !...

1949
Référence : SIZH p.51

Hag ar palater all, krommet e-skeud an heol ? O, ma c'halon, tridit !

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

O ! ne vez ket c'hoazh eus ar barroù-se gouest da goñfontiñ pep tra ; e-pad an noz eo e vez ur strinkadig bennak hag a vez buan sec'het gant gwrez an heol war an deiz.

1985
Référence : DGBD p67

Ordre alphabétique

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux