1. Perzh ar pezh zo izel.
Tomm e vez er sal-se en abeg da izelder he lein.
2. Dre skeud.
Stad an dud zo war an derezioù izelañ eus ar gevredigezh.
A-drugarez d'e izelder e vez didrabas.
3. Dre skeud.
Stad an hini zo dilorc'h.
An izelder a galon a dalvez da vertuz.
HS. izelded, uvelded.
ES. lorc'h.
4. Perzh ar pezh zo war un derez izel e-keñver ar spered, ar vuhezegezh.
Ne anavez ket izelder ar vuhez a ren an dud-se.